Krogit e-barzh ! Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ.
Untarzh-gouloù[1],[2] zo un anadenn naturel en oabl noz evel gouelioù gouloù a weler war-dropennoù-ahelboul an Douar, nemet e-kerzh bloavezhioù zo, pa zeu kreñvoc'h an obererezh war gorread anHeol.
C'hoarvezout a ra dreist-holl en takadoù a zo tost d'ar pennoù-ahel magnetek (etre 65° ha 75°ledred), diwar etreobererezh anavel heol hag anaergelc'h uhel. Pa c'hoarvez enhantervoul norzh e reer anv eustarzh-gouloù boreel[3] hag enhantervoul su e reer anv eustarzh-gouloù aostrel[4].
Pa c'hoarvez didarzhadennoù ma ya ar materi heolel da strinkañ e weler el lec'hioù-se takadoù teñvaloc'h, ur sin m'eo uheloc'h live arpark magnetek. Diouzh an didarzhadennoù e teuklogorennoù danvez heolel, bras-divent, enno miliardoù arannoùigoù elektromagnetek a c'hell tizhout gwiskadoù uhelaergelc'h an Douar m'emañ-eñ war o hent. Anavel heolel a reer eus ar strinkadennoù rannoùigoù-se. A-hed linennoù ar park magnetek e vez dasparzhet ar rannoùigoù ken e vezont sellet gant an denion evel seurtoù stignoù gant neudennoù a-serzh hag evel tennerisoù kromm. Gwer ha lufrus e vezont peurvuiañ.
Rouez-tre e vez gwelout tarzhoù-gouloù e Breizh ha ne vezont ket ken lufrus ha spis o stummoù hag ar re a weler bep bloaz dindan kelc'hioù ar pennoù-ahel.
P'eo kreñvoc'h obererezh an Heol abaoe2020[5] eo bet gwelet tarzhoù-gouloù e Norzh al ledenez e-kerzh ar goañvezh2022-2023[6].
↑Jakez Konan,Lannevern e kañv,Al Liamm (1980, p.212) :« alies a-walc'h e c'haller arvestiñ ouzh sklaerder marzhus tarzh-goulou an Norzh (Aurora borealis) o teurel e vannoù »; Martial Ménard,Dictionnaire français-breton, 2012, p.110a.
↑Embannet eo bet gant anNOAA hag anNASA e krogas undrovezh obererezh heolel e miz Genver 2020 hag e rakwelont ec'h echuo e 2032, goude tizhet he barr en 2025.