An tan eo oksidadur diwar dizh un danvez bennak e reaktadenn gimiek ekzotermek andevadur, o tilezel da vontgwrez,gouloù ha produioù liesseurt all. Un dra a gaver en natur eo an tan, gallout a ra bezañ kontrolet gant an dud abaoe arRagistor avat.
Evit kregiñ en deus ezhomm an tan eus tri zra : unhelosk (da skouerkoad), urc'heflosk hag a zo ur reaktantoksider (oksigen peurliesañ), hag unenergiezh "d'activation" (an tommder). Komz a reer eus "tric'horn an tan". Kregiñ a ra an tan gant urflamm pe urfulenn. An energiezh, ar gwrez dreis-holl, a ra digediañ an danvezioù helosk solud (arpiroliz vez graet eus an dra-se), aezhelaat al liñvennoù hag entanañ an aezhennoù.
Ur cheñchamant bras eo bet doñvadur an tan evit mab-den. Gallet en deus poazhañ e voued, mirout ha mogediñ ar c'hig, kaletaat e venviji, ha kaout gouloù ha tommder e-pad an noz. Ur rol sokial ha sevenadurel a-bouez en deus c'hoariet ivez.
Testeniekaet eo an doñvadur adalek -400 000 bloaz e meur a lec'h er bed, en o zouez eMenez-Dregan ePloeneg, eBilzingsleben en Alamagn, eVértesszőlős en Hungaria, eQesem en Israel, hag eZhoukoudian e Sina. Roud boued poazhet 1 milion a vloaz kozh zo bet kavet e Suafrika gant ur spkipailh stadunanat, met n'eus prouenn ebet e veze kontrolet c'hoazh. Bezañ gouest da enaouiñ ha mirout anezhañ zo deuet tamm ha tamm, a-hed ar milvedoù.