Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Laminaria digitata

Eus Wikipedia
(Adkaset eusTali moan)
Laminariaeged
Laminaria cloustoni
Rummatadur Cronquist
Riezad :Plantae
Skourrad :Heterokontofita
Kevrennad :Faeofikeae
Urzhad :Laminarialeged
Kerentiad :Laminariaseged
Genad :Laminaria
D'arvevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Urspesadbezhin gell eo alLaminaria digitata, anvettali moan pejelmestr e brezhoneg.

Meneget eo ar bezhin-se enInventaire de Roscoff, savet gant J. Feldman e 1964, gant an anv :

  • Laminaria digitata (Hudson) J.V. Lamouroux 1813: 42


Anvioù brezhonek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Meur a anv a vez implijet.

EKernev-Izel e kaver : bol, baol, paol (b).

EBro-Leon e reer anezhe : bezhin bleuñv, bezhin sklej, bezhin stonn, bezhin warle, cholgorn, foetoù-traezh, gwaskle, goazle, gwrac’hle, warle, grac'hle, (Bro-Bagan,Gorre-Leon) ; kaol (–enn) (Kerlouan, Gorre-Leon) ; korle, melkern, salkorn, tali du (Goueled-Leon) ; tali gwrac'hle, tali warle, tali laezh, tali moan (Goueled-Leon) ; tali moan Ebrel.

EBro-Dreger e vezont anvet felest(r) ha jelmestr (treid moan).

Notennoù taksonomek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Hervezrenabl Rosko[1] e kaver anezhañ e meur a lec’h disheñvel. E lec’hioù maenek goudoret pe gant nebeut a gas. Gwelet e vez endaere pa ziskenn kalz ar mor da goulz an nevez-bras.

Gouennadur : Padus. Frouezhus int a-hed ar bloaz.

Dastumet e vez kalz ar bezhin-mañ gant bezhinaerienBro-Leon. Gwelet e vez an dalienn a-wechoù klañvet gantLaminariocolax tomentosoides isspesaddeformans (gwechallStreblonema deformans).

Daveoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • « Inventaire des algues de Roscoff »
  • Rousseau, F., Burrowes, R., Peters, A.F., Kuhlenkamp, R. and de Reviers, B.A comprehensive phylogeny of the Phaeophyceae based on nrDNA sequences resolves the earliest divergences, C. R. Acad. Sci. III, Sci. Vie 324 (4), 305-319 (2001)


Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Inventaire de Roscoff J. Feldman 1964
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Laminaria_digitata&oldid=2019107 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp