Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Tadjikistan

Eus Wikipedia
Ҷумҳурии Тоҷикистон
Djoumhourii Todjikiston
Banniel TadjikistanArdamezioù Tadjikistan
Banniel TadjikistanArdamezioù Tadjikistan
Kan broadelSurudi milli
Yezh ofisieltadjikeg
KêrbennDuchanbe
PrezidantEmomali Rac'hmonov
Kentañ ministrAkil Akilov
Gorread
 – En holl
 – % dour

 143,100km&sup2
 0.3%
Poblañs
 – Hollad (2003)
 – Stankder ar boblañs

 6,863,752
 48/km2;
Dishualded broadel
 –
dispartiet diouzh anUnaniezh Soviedel
  d'an 9 a viz Gwengolo 1991
MoneizSomoni tadjikistan
Kod pellgomz992
Kod war ar c'henwiad.tj

Republik Tadjikistan (etadjikeg Тоҷикистон), bet anavezet a-raok evelRepublik Sokialour Soviedel Tadjikistan, a zo ur vro eKreiz Azia. Bevennoù en deus Tadjikistan gantAfganistan,Sina,Kirgizstan hagOuzbekistan.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Bez ez eus bet tud o vevañ en douaroù a reer Tadjikistan oute hiziv abaoe 4.000 a-raok Jezuz. Dindan beli meur aimpalaeriezh eo bet ar vro a-hed an amzer, met dreist-holl dindan galloudPersia. Degaset e oa bet anislam da Dadjikistan gant an Arabed er 7vet kantved. War-lerc'h an Arabed e teuas arSamanided, hag a oa trec'h warne ivez da heul an Durked. Ar Vongoled eo en em ziazezas er vro er fin ha dont a reas Tadjikistan ul lodenn eusemirelezhBuc'hara.

En 19vet kantved ez easImpalaeriezh Rusia war ledanaat eKreiz Azia ha kouezhañ a reas Tadjikistan dindan he beli. Goude ma oa bet skarzhet anTsar e 1917, e stourmas an Dadjiked en aner a-enep ar Volcheviked o klask menel ur vro dieub.

Da gentañ penn e voe lakaet Tadjikistan asambles gantOuzbekistan eRepublik Sokialour Soviedel Emren Tadjikistan enUnaniezh Soviedel, met war-lerc'h e teuas da vezañ ur Republik Emren da vat e-unan-penn.

Er bloavezhioù 1970 e stourmas strolladoù islamour kuzh a-enep anUnaniezh Soviedel met ne grogas ket ar stourm-se da vat a-raok 1990. E 1991 e voe echu gant an Unaniezh Soviedel ha Tadjikistan a zisklêrias e oa anezhañ ur vro dishual.

Diouzhtu war-lerc'h e tarzhas ur brezel diabarzh.

Dilennet e voe Emomali Rac'hmonov e penn ar vro hag hemañ an hini eo a gendalc'h er post-se hiziv c'hoazh.

Dalc'het e oa bet ur vouezhiadeg e 1999 met ar strollad a gollas a zisklêrias e oa fall an disoc'hoù pa voe addilennet Rac'hmonov kazi a-unvouezh.


Politikerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ur brezel diabarzh a grogas kazi diouzhtu ma oa bet tapet gant Tadjikistan e zishualded diouzh an ez-Unaniezh Soviedel. En holl, diouzh ar 400.000 a Rused a oa o vevañ er vro d'ar c'houlz-se, 25.000 a dec'has kuit da Rusia. Aet e oa bet an traoù war sioulaat da geñver 1997 pa grogas ur gouarnamant kreiz da zont war wel.

Ur Republik eo Tadjikistan ha dalc'het e vez mouezhiadegoù eno evit dilenn arprezidant hag arbreujoù.

Trubulhoù a vez gwall alies etre ar strollad a zo gantañ ar galloud hag ar strolladoù all met menel stabil a-walc'h a ra an traoù memestra.


Rannvroioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Teir rannvro (unander:viloyat, liester:viloyatho) ez eus e Tadjikistan (gant he c'hêr-benn da heul):

  • C'hatlon (Qurghonteppa)
  • Sughd (C'hujant)
  • Karotegin (Kofarnihon)

Bez ez eus ur rannvro emren (viloyati mukhtor):


Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kartenn Tadjikistan

Ar riez vihanañ eKreiz Azia eo Tadjikistan hag ouzhpenn-se n'en deus tamm arvor ebet. Treuziñ ar vro a ra ar menezioù Pamir ha tremen an hanter eus ar vro a zo uheloc'h evit 3.000m a-us da live ar mor. Talvezout a ra ar stêrioùAmu-Darya haPyanj da verkañ ar bevennoù gantAfganistan.

Tost da 1% eus gorread ar vro a zo goloet gant lennoù :

  • Kuli Sarez
  • Obanbori Norak
  • Qarokul
  • Shorkul
  • Yashilkul
  • Zorkul

En norzh emañ merket ar vevenn gant ar menezioù Treuz-Alay hag er Su gant ar menezioù Karakoram.

Armerzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

A-ziwar an holl vroioù eus an ez-Unvaniezh Soviedel ez eo Tadjikistan an hini baourañ hag ouzhpenn-se emañ renket e-touez broioù paourañ ar bed-holl ivez. N'eo ket gwall stabil armerzh Tadjikistan rak ne vez gwerzhet gantañ nemetkotoñs hag [aluminiom]].

Ur barrad sec'hor kriz a oa bet hag e 2001 e tisklêrias arGroaz Ruz e oa poblañs Tadjikistan en arvar da vervel gant an naon.

Poblañs

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

7.011.556 a dud a zo e Tadjikistan (2004). En o zouez ez eo an darn vrasañ dioute Tadjiked, met kalz a Ouzbeked ez eus ivez hag un niver bihan a Rused. Mont a ra war izelaat an niver a Rused eno avat dre ma tistroont muic'h-mui daRusia.

Sevenadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Tadjikeg eo yezh ofisiel Tadjikistan met implijet e vez c'hoazh ivez ar [[[rusianeg]] dresit-holl evit ar c'henwerzh. Klasket eo bet ivez glanaat ar yezh dre implijout muic'h-mui a c'herioù a-orin persek hag en ur skarzhañ reoù all o tont eus anarabeg.

Daoust ma'z eo ur vro baour anezhi, e oar hogozik an holl dud (98%) lenn ha skrivañ. Brudet e veze Tadjikistan da vare anUnaniezh Soviedel evit ec'hoariva hag evit e skrivagnerion.

Muzulmiz eo an darn vrasañ eus an Dadjiked hag aet eo anislamouriezh war gresk er bloavezhioù diwezhañ.Sunnied eo an lodenn vrasañ, met kalz aChiited ez eus ivez.

Liammoù ez eus bet a-gozh etre Tadjikistan hag ar sevenadur persat hag anavezet ha brudet eo er vro ar skrivagnerion a Bersia evel Ibn Sina, Firdausi, Rudaki pe c'hoazhOmar C'hayyam.

Tud dibar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]


g  ka  ke
StadoùAzia
StadoùAzia

AfghanistanArabia SaoudatArmenia2Azerbaidjan1BahreinBangladeshBhoutanBruneiEgipt3Emirelezhioù Arab UnanetFilipinezIndiaIndonezia5IranIraqIsraelJapanJordaniaJorjia1KambodjaKazac'hstan1Kiprenez2KirgizstanKorea an NorzhKorea ar SuKoweitLaosLibanMalaysiaMaldivezMongoliaMyanmarNepalOmanOuzbekistanPakistanQatarRusia1Republik Pobl SinaRepublik Sina (Taiwan)SingapourSiriaSri LankaTadjikistanThailandTimor ar Reter4Turkia1TurkmenistanViêt NamYemen

Stadoù ha n'int ket anavezet :Nagorno-Karabac'h2

Tiriadoù gant ur statud dibar :Hong KongMakaoPalestina

1. EnEuropa evit un darn. 2. EnAzia e-keñverdouaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eusEuropa evit abegoù istorel ha sevenadurel.
3. EnAfrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù enOkeania. 5. EnOkeania evit un darn.


g  ka  ke
Kenglad ar Stadoù Dizalc'h (KSD)
Banniel KSD
Banniel KSD
Banniel KSD
Banniel KSD

ArmeniaAzerbaidjanBelarusKazac'hstanKirgizstanMoldovaOuzbekistanRusiaTadjikistan

Stad kevreet:Turkmenistan


g  ka  ke
Izili hag arsellerienAozadur ar C'hevelerezh Islamek (AKI)
Izili
Afghanistan · Albania · Aljeria · Aod an Olifant · Arabia Saoudat · Azerbaidjan · Bahrein · Bangladesh · Benin · Brunei · Burkina Faso · Djibouti · Egipt · Emirelezhioù Arab Unanet · Gabon · Gambia · Ginea · Ginea-Bissau · Guyana · Indonezia · Iran · Iraq · Jordania · Kameroun · Kazakstan · Kirgizstan · Komorez · Koweit · Liban · Libia · Malaysia · Maldivez · Mali · Maouritania · Maroko · Mozambik · Niger · Nigeria · Oman · Ouganda · Ouzbekistan · Pakistan · Palestina · Qatar · Senegal · Sierra Leone · Siria · Somalia · Soudan · Surinam · Tadjikistan · Tchad · Togo · Turkia · Tunizia · Turkmenistan · Yemen
Banniel AKI
Banniel AKI
Arsellerien
StadoùBosnia-ha-Herzegovina · Republik Kreizafrikan · Rusia · Thailand · Republik Turk Kiprenez an Hanternoz
Kumuniezhoù muzulmanTalbenn Dieubidigezh Broadel Moro
Aozadurioù etrebroadelAozadur Kenlabour Ekonomikel · Unaniezh Afrika · Kevre Arab · Luskad ar Broioù Didu · Broadoù Unanet
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Tadjikistan&oldid=2133447 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp