Mont a reas war e studi da skolaj an TadoùJezuisted, daRoazhon, adalek1621. Alese ez eas da leandi Saint-Germain, e Pariz, ma reas e leoù kentañ e1627. Kenderc'hel a reas e studioù eLa Flèche ha goude-se e skolajKemper e1630. Eno e stagas da zeskiñ brezhoneg, met kontañ a reer en dije desket ar yezh, dre vurzhud, en un nozvezh, e1631, e chapel Ti Mamm Doue eKerfeunteun, ur barrez sko ouzhKemper.
D'ar mare-se ivez e tarempredasMikael an Noblez a oa o chom eDouarnenez hag e reas e vennozh da vont da brezeg dre Vreizh.
Mont a reas an Tad Maner daDeurgn ha da v-Bourges da beurechuiñ e studioù. Beleget e voe e1637 ha distreiñ a reas da Gemper e1640. Neuze e krogas da visioniñ tro-dro da Gemper, o vont alies da eskoptioù all : Leon, Treger, Gwened, Sant-Brieg. Kregiñ a reas gant e vision kentañ e 1641, e Douarnenez. A-hed e vuhez, betek e varv e 1683, ez eas dre Vreizh a-bezh da brezeg an aviel. Heverk e oa misionoù an Tad Maner gant o zaolennoù, implijet ivez gantMikael an Noblez evit displegañ ar Skritur sakr d'an dud gant skeudennoù eeun, gant o c'hantikoù, ha gant ur brosesion vras evit klozañ ar mision. Kantikoù e-leizh a savas an tad Maner, rak ar pep gwellañ e oa, hervezañ, evit kenteliañ an dud. Tremen 400 mision a zo lakaet war e anv. Pa 'z eas da brezegenni~~e kreiz Breizh e tiskoachas ma yae darn an dud da sabatoù el lanneier. Sevel a reas un hentenn atersiñ e-pad ar c'hofez evit stourm ouzh ar pezh en doe anvetDiroll ar Menez.
Sevel a reas a-du gantCharles d'Albert d'Ailly, (dug a Chaulnes), karget da lakaat an urzh da ren en-dro goudeEmsavadeg ar Bonedoù ruz, er bloaz1675. Prezeg a rae ar sentidigezh hag ar sujidigezh d'an dud, koulz war ar maez hag e kêr.
An Tad Maner eo a grogas da skrivañ brezhoneg evel ma veze komzet hag e krogas da skrivañ arc'hemmadurioù na vezent ket skrivet araozañ ekrennvrezhoneg. Eñ an hini eo a ijinas al lizherennc'h, a vo adkemeret e skritur ofisiel anvioù-lec'hioù (evelKimerc'h) pe anvioù-tud (Falc'hun).
Deizlevrioù latin e visionoù :Missions en Bretagne (1631-1650)[1]
Julien Maunoir,Journal latin des missions. 1631-1650, divyezhek latin-gallek, troet diwar al latin ha kentskrivet gant Fañch Morvannou, Kemper, Société archéologique du Finistère, 2020.(ISBN 978-2-906790-22-3)
La vie du Vénérable Dom Michel Le Nobletz par le Vénérable Père Maunoir de la Compagnie de Jésus, embannet gant an Ao. Henri Pérennès, Saint-Brieuc, impr. A. Prud’homme, 1934.
La Vie du Père Pierre Bernard, de la Compagnie de Jésus (dornskrid kollet)
Abrégé de la vie de Marie-Amice Picart, par le P. de la Marche, revu, corrigé et augmenté par M. l’abbé [Paul] Peyron, chanoine de Quimper. Morlaix, imprimerie de P. Lanoé, 1892.
La Vie de Catherine Danielou
Catherine Daniélou, une voyante à Quimper au XVIIe siècle, un diverra eus al levr orin, embannet gant an Ao. Paul Peyron, Kemper, A. de Kerangal, 1911.
Chef d’œuvre de la grâce de Jésus-Christ crucifié dans la vocation, conversion et fidélité jusqu'à la mort de Monsieur de Trémaria, prêtre séculier et missionnaire, 1674.
E 1686 e teuas an embannadur diwezhañ a-zindan ar wask :Canticou spirituel hac instrutionou profitabl evit disqui an hent da vont d'ar Barados. Composet gant an Tat Julian Maner Religius eus ar Compagnunez Iesus. Corriget, hag augmentet gant à nevez en Edition diveza-man. Ur skouerenn, 192 bajenn ennañ, zo eLevraoueg Vroadel Bro-C'hall (BnF) e Pariz[2].
Gwerzhet e veze al levrioù gant Guillaume Yvonnic, a veze gantañ pa brezege[3].
Antoine Boschet,Le parfait missionnaire ou Vie du R.P. Julien Maunoir de la Compagnie de Jésus, missionnaire en Bretagne, Paris, Jean Anisson, 1697. Lyon, Périsse, 1834.
Xavier-Auguste Séjourné,Histoire du vénérable serviteur de Dieu, Julien Maunoir (1606-1683), S. J., Oudin, 1895.
Méen Questel,Vie du vénérable père Julien Maunoir de la Compagnie de Jésus, 1606-1683, Paris, Société La Bretagne, 1921, 126 p.
René Marie de La Chevasnerie,Le « Tad Mad » vie du Bienheureux Julien Maunoir S.J., Dinard, A. Liorit, 1951, 223 p.
Marie-Thérèse Le Moign-Klieffer,Le Bienheureux Maunoir. Apôtre des Bretons, Paris, Apostolat des Editions, 1963, 206 p.
(en) Martin P. Harney,Good father in Brittany : the life of blessed Julien Maunoir, Boston, Mass., Saint-Paul Editions, 1964, 322 p.
↑Gwennole ar Menn, "Le père Julien Maunoir (1606-1683) et la langue bretonne",Bulletin de la Société archéologique du Finistère, tome CXIII, 1984, p. 271-297.