Un adkemer ez eo d'eus anT-72 evit ar stern pe diaz kemmesket gant anT-80 a-fed elektronik dreist-holl an doare hobregon emzifennKontakt-5 gant an eneberezh missiloù Shtora-1. Implijet e vez gant luRusia met ivez gant luAljeria hag hini anIndia.
Priz unan anezho a zo 2,3 milion a Euroioù pe 3 milion a zollarioù Amerikan.
Abaoe 2011 ez eo paouezhet al lu Rusian da rakprenañ d'eus anT-90 dre ma vezo prest produadur anT-99 Armata a-hervez er bloavezh 2015.
Gant ma oa aet da get an URSS e oa deuet da vezañ ker ha diefedus da vat da genderc'hel gant produerezh daou a zoarekarr-hobregon disheñvel gantbro Rusia e-unan penn.
Ar mennozh a oa bet boulc'het hag a-benn ar fin sevenet a oa kemmeskañ anT-72 hag anT-80 evit sevel unan nemetken, marc'had-mat hag efedus anezhañ.