Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Sylt

Eus Wikipedia
Sylt

Sylt (Sylt enalamaneg,Sild edaneg,Söl efrizeg) eo an hini vrasañ e-touezInizi Friz an Hanternoz. Emañ e stadSchleswig-Holstein, e hanternozAlamagn.

Skeudenn tennet eus ul loarell

War-dro 99 km² eo he gorread, ar pezh a ra anezhi ar pevare enezenn vrasañ en Alamagn, hag an hini vrasañ eMor an Hanternoz. Emañ etre 9 ha 16 km diouzh an douar-bras, hag abaoe 1927 eo stag outañ war-bouez ur chaoser 11 km hed, anvetHindenburgdamm, ma tremen trenioù hepken. Gallout a reer ivez mont da enez Sylt gant bigi-treizh a loc’h eus enez danatRømø, pelloc’h en hanternoz.

En em astenn a ra an enezenn a-hed 38 km eus an norzh d’ar su ; en he c’hreiz emañ en he ledanañ, gant 12,6 km ledander, e-kichen kêrWesterland. E tu ar c’hornôg e kaver un draezhenn hir a-hed an aod. E tu ar reter emañMor Wadden (Wattenmeer en alamaneg), gant ur park natur. Eno e vez dizoloet lec’hidegoù bras gant ar mor pa vez tre. Un dorgenn 52,5 metr uhelder, anvet Uwe-Düne, eo ar poent uhelañ, en norzh da Westerland.

Mor Wadden, gwelet eus Sylt

Levezonet eohinad Sylt gant arGulf Stream. E-pad ar goañv ne vez ket re yen (2º well-wazh), hag e-pad an hañv nevez morse gwall domm (17º well-wazh). Kalz touristed a zeu da enez Sylt, abaoe dibenn anXIXvet kantved. Hag e-leizh a bennoù brudet en Alamagn o deus un ti-vakañsoù enni.

Orannyezh frizek dezho o deus tud Sylt, anvetSöl'ring, disheñvel a-walc’h diouzh ar rannyezhoù frizek all, abalamour da levezon an daneg warni. Ne vez ket kaozeet gant kalz tud ken avat, hag ur yezh en arvar eo, abalamour d’al lanvioù touristed a zeu d’an enezenn.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

g  ka  ke
Inizi Friz
Banniel Noord-HollandBanniel FrizBanniel Proviñs Groningen  Inizi Friz ar C'hornôg
Banniel Friz ar Reter  Inizi Friz ar Reter
Borkum · Lütje Hörn · Kachelotplate · Memmert · Juist · Norderney · Baltrum · Langeoog · Spiekeroog · Wangerooge · Minsener-Oldoog · Mellum
etre Inizi Friz ar Reter ha Friz an Hanternoz
Langlütjen I & II · Hoher Knechtsand · Heligoland · Neuwerk · Scharhörn · Nigehörn · Trischen · Tertius · Blauort
Banniel Friz an Hanternoz  Inizi Friz an Hanternoz (Alamagn)
Pellworm · Halligen · Amrum · Föhr · Sylt · Uthörn
Banniel Danmark  Inizi Danat Mor Wadden
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sylt&oldid=2039576 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp