Suhrkamp Verlag a zo un ti-embannalaman bet krouet e1950 ha gwelet evel unan eus re bouezusañ enEuropa a-fet lenngezezh uhel. E miz Genver2010 e voe dilojet sez Suhrkamp eusFrankfurt daVerlin. 140 implijiad a zo, hag ur c'hengreadur war-dro 40 milion a€.
Krouet e voe Suhrkamp gantPeter Suhrkamp, hag a oa e pennS. Fischer Verlag abaoe1936. E1944 e voe harzet Suhrkamp gant arGestapo ha kaset d'ur c'hamp diouennañ met dont a reas a-benn da dreuzvevañ. Da-heul ur c'hinnig graet dezhañ gantHermann Hesse e kuitaas Fischer hag e krouas e di-embann e1950. Kalz skrivagnerien o oberennoù embannet gant Fischer a heulias anezhañ. E-touez ar skrivagnerien gentañ o oberennoù embannet gant Suhrkamp e voe Hesse,Rudolf Alexander Schröder,Hermann Kasack,T. S. Eliot,George Bernard Shaw haBertolt Brecht.
E1952 e voe degemeretSiegfried Unseld en embregerezh. E1957 e teuas da vezañ kenlodenner, hag embanner e1959 goude marv Peter Suhrkamp. E penn Suhrkamp Verlag e chomas betek e varv e2002.
Da vare Unseld e voe diazezet brud Suhrkamp war teir zachenn : lennegezh alamanek an 20vet kantved, lennegezh eus broioù all ha skiantoù mab-den. Brudet e voe ivez an doare modern ma veze kinniget al levrioù hag al albour war ar fontoù, kaset dreist-holl gantWilly Fleckhaus.
Goude marv Unseld e savas diaesterioù e diabarzh an ti-embann. Hiziv an deiz ez eo e intañvez, Ulla Berkéwicz hec'h anv, a ra war-dro an ti-embann. Skrivagnerien vrudet embannet o oebrennoù gant Suhrkamp, evelMartin Walser da skouer, a zo aet kuit memestra.
Jurek Becker,Jürgen Becker,Thomas Bernhard,Peter Bichsel,Volker Braun,Paul Celan,Tankred Dorst,Günter Eich,Hans Magnus Enzensberger,Max Frisch,Durs Grünbein,Norbert Gstrein,Hans Ulrich Gumbrecht,Peter Handke,Wolfgang Hildesheimer,Uwe Johnson,Thomas Kling,Wolfgang Koeppen,Karl Krolow,Andreas Maier,Friederike Mayröcker,Robert Menasse,Adolf Muschg,Paul Nizon,Hans Erich Nossack,Ernst Penzoldt,Doron Rabinovici,Nelly Sachs,Arno Schmidt,Ernst Weiß haPeter Weiss.
Samuel Beckett,Octavio Paz,James JoyceMarcel Proust,José Maria de Eça de Queiroz,Clarín,Mercè Rodoreda,Jorge Semprún,Lídia Jorge,Agustina Bessa-Luís,Juan Ramón Jiménez,Eduardo Mendoza haClarice Lispector.
Unan eus tachennoù Suhrkamp eo lennegezh Suamerika, hag oberennoùPablo Neruda,Isabel Allende,Mario Vargas Llosa,Manuel Puig,João Ubaldo Ribeiro,Adolfo Bioy Casares,Guillermo Cabrera Infante,Alejo Carpentier,Julio Cortázar,Osman Lins,José Lezama Lima,Juan Carlos Onetti hagOctavio Paz a vez embannet gantañ.
Er rummadBibliothek Suhrkamp e kaver oberennoù skrivagnerien vodern evelIngeborg Bachmann,T. S. Eliot,Carlo Emilio Gadda,Federico García Lorca,André Gide,Ernest Hemingway,Yasushi Inoue,James Joyce,Franz Kafka,Vladimir Mayakovsky,Thomas Mann,Yukio Mishima,Cesare Pavese,Ezra Pound,Marcel Proust,Rainer Maria Rilke,Jean-Paul Sartre,Georg Trakl,Giuseppe Ungaretti,Paul Valéry haMarina Tsvetaeva.
War dachenn skiantoù mab-den ec'h embann Suhrkamp Verlag oberennoùTheodor W. Adorno,Walter Benjamin,Ernst Bloch,Hans Blumenberg,Norbert Elias,Paul Feyerabend,Jürgen Habermas,Hans Jonas,Niklas Luhmann,Tilmann Moser haGershom Scholem,Siegfried Kracauer,Helmuth Plessner,Georg Simmel,Victor von Weizsäcker haLudwig Wittgenstein.
| Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |