D'ar mare ma rankasZeus brezeliañ ouzh anDitaned e tegouezhas da gentañ, gant he bugale, da skoazellañ mestr an doueed. Evit he zrugarekaat e reas anezhi liamm sakr promesaoù an doueed : ne oa ket gwashoc'h kastiz eget an hini roet d'an dud a dorre o fromesa pa veze touet en hec'h anv. Leoù Zeus e-unan n'hallent ket bout torret.
Mestrez ur feunteun enArkadia e oa ivez. Redek a rae an dour anezhi d'ober ur wazh a yae en ur frailh hag a gase d'anIfernioù, hag eno e teue da vezañ ur stêr ledan, stêr veur an Ifernioù, ar Styks.
Evit ma vije trec'h anharozAc'hilleüs en emgann atav e voe glebiet gant e vammTethys e dour ar stêr Styks. Nemet derc'hel ar babig dre eseul a rae ar vamm, ha dre aze eo e voe lazhet.
Abalamour da se eo ar Styks stêr an dud varv ivez.