| Deiziad krouiñ | 2014 |
|---|---|
| Lealded | Rusia |
| Brezel | Brezel an Donbas |
| Diazezer | Alexey Milchakov,Yan Petrovsky |
| Stad | Rusia |
| Ezel eus | Emsavadeg ar Strollad Wagner |
| Ideologiezh politikel | neveznaziegezh,faskouriezh rusian |
| Deskrivet en URL | https://www.open.online/2024/08/21/battaglione-nazista-rusich-presunta-ricerca-prigioniero-ucraino-carnagione-scura-sacrificare-divinita-slave/ |
ArStrollad Rousitch pe c'hoazhStrollad anaveadenniñ, tarvañ hag arsailhañ Rousitch (rusianeg:Диверсионно-штурмовая разведывательная группа «Русич»,Diversionno-shturmovaya razvedyvatel'naya gruppa «Rusich») zo ur strolladdamsoudardelrusian eus antu dehoù pellañ[1][2] haneveznazi[3][4] hag a zo bet o stourm a-enep nerzhioù lu Ukraina erbrezel etre Ukraina ha Rusia.Alexey Milchakov eo kengrouer ha penn ar strollad, hag ul lodenn eo ar strollad Rusich eus anStrollad Wagner[1][5]. "Rusich" a zo bet o stourm gantNerzhioù disrannour rusian en Ukraina e-kerzhBrezel an Donbas eus miz Even 2014 betek miz Gouhere 2015, ha goude-se e-kerzhaloubadeg Ukraina gant Rusia, da harpañ an nerzhioù lu rusian[6].
Gwirizennoù ar strollad Rusich a zo e 2009, pa oa bet diazezet ur bazenn gourdoniñ milourel[7] gantAlexey Milchakov, unneveznazi eusSant-Petersbourg[3][8]. Implij a rae al lesanv "Fritz" a-raok mont d'anDonbas (eno e voe lesanvet "Serb")[4][9][10]. Kemeret en doa perzh e gourdonadegoù partizaned damsoudardel enNovorossiya anvetAid Coordination Center (KCPN) ha mestroniet gant alLejion Impalaerel Rusian, ur skourr damsoudardel eus alLuskad Impalaerel Rusian[11]. Milchakov ha penn ofisiel ar Strollad WagnerDmitry Utkin a oa bet o servijout er76vet rann-arme Gwarded argadiñ dre aer eusNerzhioù harzlammet Rusia.
Hervez Milchakov, "Rusich" a zo un aozadur "Stourmerien broadelourienRodnoverien a-youl-vat, eus Rusia hag Europa", oberiant e stumm ur "stroll serr" hag un unvez lec'h ma vez gourdonet evit an emgann broadelourien rusian. Ul lodenn eus ar c'hourdonerien pe lod eus an ofiserien a oa izili eus unvezioù ispisial ar GROM, hag a zo ul lodenn eusServij Kevredadel enep dramm. Ar vreudeur Konstantin ha Boris Voevodin, da skouer, broadelourien rusian anezho a zo eus Sant Petersbourg[12].