Strollad Komunour Filipinez (etagalogeg:Partido Komunista ng Pilipinas) a zo anv urstrollad komunourmarksour-leninourmaoour bet krouet gantJosé María Sison eAlaminos (Pangasinan) eFilipinez d'ar 26 a viz Kerzu1987 da heul un disrann erStrollad Komunour Filipinez a-gent.
Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikelMao Zedong hag ezel eo eusKuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel) (kemeret perzh er 6vet, 7vet hag 8vet Kuzuliadegoù).
Stourm a ra dre guzh hervez tezenn vaoourBrezel ar Bobl e penn ar gevrenn armetArme Nevez ar Bobl (Bag-ong Kasundalohan sa Katawhan peNew People's Army) abaoe1969.
Keit all emañ ar Strollad ivez e penn un talbenn dispac'hel ledan anvetTalbenn Demokratel Broadel (Nasodnong Demokratikanhong Prente peNational Democratic Front).
Gant gouarnamantSUA e vez lakaet Strollad Komunour Filipinez da vodadspontour estren.
D'ar 5 a viz Gwengolo2007 e sinas Prezidantez Filipinez, PresidentGloria Macapagal-Arroyo, un disklêriadur o tistaoliañ izili Strollad Komunour Filipinez hag Arme Nevez ar Bobl ouzhpenn strolladoù komunour all hag o zalbennoù politikel hag o c'hevrennoù armet bet bac'het abalamour d'o stourm evit o c'hredennoù politikel, nemet ma vijent aet a-enep d'al lezennoù etrebroadel.