Emañstrizh-mor Malaka etreLedenezMalaysia hagIndonezia (ul lodenn anezhi, enezSumatra). Ul liamm etreMor Andaman, ul lodenn eusMeurvor Indez, haMor Sina ar Su eo dre un tremen hir kenañ hag ar strizh-mor hirañ er bed eo: 930 km hirder zo dezhañ, hag etre 38 ha 393 km ledanded, met e anvet ar poentoù strishañ strizhoù-mor ivez ken ez eus ur strizh-mor Philips, ar poent strishañ a gaver e strizh-morSingapour !
Ul lec'h treizhidell-mor eus ar pouezusañ er bed eo strizh-mor Melaka pa vez implijet evit kas an darn vuiañ eus antireoul o deus ezhommSina haJapan, ar re-se e-touezbevezerien vrasañ anenergiezh. Daou borzh-kenwerzh bras a zo war eriblennoù,Malaka (Indonezia), ur gêr anvetMalakka peMalacca e meur a yezh, haSingapour, ar "geoded-riez", da-gentañ-holl.
Un hent-mor strategel eo ar strizh-mor, kevatal e-keñver an treizhidell daGanol Suez. Muioc'h eget 50 000lestr a ya drezañ bep bloaz, da lavaret eo 20 pe 25% treizhidell-vor er bed hag an hanter eus an tireoul treuzdouget war vor. Ul liamm bedel eo pa 'z eus 4 riez eus ar re galloudusañ ha plobetañ, tal e benn kornôg India ha Indonezia war e riblenn Su ha pelloc'h Sina ha Japan.
Kudennoùsurentez a zeu bemdez diwar ar morbreizherezh (morbreizherien a zo etre Malaysia haBorneo) hag dreist-holl ez eus aon ma ve taget ul lestr bras gant sponterien : ken strizh eo ar ganol-vor en e greiz (ha n'eus nemet 25 m donded) ma vije posupl stankañ anezhañ evit pell hag e vije ur skoilh bras evit armerzh ar bed.