Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Strabon

Eus Wikipedia
Strabon hervez un engravadur eus ar XVIvet kantved.

Strabon (ΣτράϐωνStrábôn, "luch" ehenc'hresianeg ;Strabo elatin), ganet en Amasea eKappadokia (Amasya eTurkia bremañ) war-dro57 kent J.-C., marvet etre21 ha25 goude. J.-K., a oa undouaroniourhenc'hresian.


Buhez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

En Amaseia, ur gêr nepell eus arvor arPontos (arMor Du) e oa e dud. Kontet en deus Strabon en doa studiet gantAristodemos, a oa o kelenn bugalePompeius, eKaria. Goude-se ez eas daRoma ma studias gant an douaroniourTyrannion.

Ur beajour meur e voe, ha gant arpax romana e weladennas kement korn a oa enekumene, adalekArmenia er sav-heol, betekSardinia er c'huzh-heol, eus ar Pontos en hanternoz betek harzoùEtiopia er c'hreisteiz.

Bageal a reas war anNil betekAswan en ur veaj renet gantÆlius Gallus, a oa prefed romanEgipt, kent distreiñ d'e gêr c'henidik ma savas un Istor (Ἱστορικὰ ὙπομνήματαHistorika Upomnếmata "Eñvorennoù istorel") e henc'hresianeg, e 43 levrenn.

Goude-se e pledas gant anDouaroniezh (ΓεωγραφικάGeôgraphiká) e 17 levrenn da glokaat e levrioù istor.

Klask a rae kinnig ul levr evit an niver brasañ a dud, hag a vije plijus da lenn ha kentelius war un dro.

Oberennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Europa gwelet gant Strabon

N'eus bet miret nemet tammoù eus e labour istorel, eEñvorennoù Istorel, e 43 levrenn, en doa savet da glokaat istor an HellazadPolybios.

Peuzklok avat ez eo bet miret e oberenn veurGeographiká (Douaroniezh Strabon), skrivet etre29 kent JK, pa grogas gant e veajoù, betek ar bloavezh7. Seitek levrenn zo anezhi, ma taolenn enne ar bed evel ma oa anavezet enHenamzer, dezhe talvoudegezh vras evel eien a geleier, abalamour d'ar c'hemend a draoù en deus gwelet ha skrivet. Un drederenn zo skrivet diwar-bennIberia ha deuet e oa dezhañ an danvez eus meur a berzh, rak biskoazh ne oa bet lakaet troad gantañ el ledenez.

Douaroniezh Strabon

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Bez' ez eo unan eus ar re a ra anv eusSeizh Marzh ar Bed.

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Aujac, Germaine.Strabon et son temps. In : Hübner, Wolfgang.Geographie und verwandte Wissenschaften. Stuttgart : Franz Steiner Verlag, 2000, pp.103-139(ISBN 978-3-515-07706-4)

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Strabon&oldid=2129575 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp