Arstourmerezh a zo un engouestl da stourm evit un abeg bennak, pa vefe politikel, sokial, kevredigezhel hag all. Ar gerstourmer a zo ledan awalc'h e stêr, met dre vras ez eus kaoz eus un den ha n'eo ket nag ur milour nag ur politikour met kentoc'h un den hag a zo oberiant er gevredigezh e mod pe vod. Komz a rafed eus un engouestl keodedel hiziv hon deiz, zoken ma ne glot ket gant an doareoù da stourm er mareoù istorel a-raok anXXvet kantved.
Stourmerien ar c'hantvedoù a-raok an XXvet kantved a veze kentoc'hemsaverien, evelSebastian ar Balp da skouer, e penn un emsavadeg kouerien erXVIIvet kantved. Met ar geremsav a vez implijet c'hoazh evit komz resisoc'h eus an Emsav breizhat. Rezistanted anEil Brezel-bed a c'hall bezañ gwelet evel stourmerien peogwir ne oant na milourien na politikourien. Gant an XXvet kantved eo deuet da vezañ liesseurtoc'h an abegoù da stourm : arpeoc'hgarouriezh, an dieubidigezh vroadel evit arbroadoù hep Stad, gwarezh ur yezh pe ur sevenadur,gwirioù mab-den, en o zouez argwirioù keodedel (maouezed, minolorezhioù...), anendro,hevoud al loened, arc'henwerzh reizh, hag all.
Undisrannad politikel a zo ur seurt stourmer o talañ ouzh ur galloud politikel en ur embann n'eo ket a-du gant an tu kemeret gant ar galloud-se. Alies int tud dibar dre o obererezh pe o micher, ha stourm a reont en o-unan. Brudet eo disrannidi ar mare soviedel, da skouerSoljenistyn haSac'harov.
Ar stourmerien a c'hall kemer an armoù hag en em gannañ a-enep ur galloud bennak, pe ober gant doareoù feuls all, met doareoù all zo deuet adalek fin anXIXvet kantved evit stourm war dachenn ar soñjoù : emvodoù, pegañ skritelloù ha pegsunioù, reiñ traktoù,manifestiñ, kerzadegoù,sinadegoù, sit-in,boikot,harz-labour,harz-debriñ... An oberezhioù zo liesseurt, lod anezho a c'hall bezañ er-maez lezenn.
Arsacherien evezh a zo ur seurt stourmerien hag a sach evezh an dud war un droukskouer bennak, alies dre ar mediaoù.
Adalek anXXIvet kantved eo deuet war-wel doareoù nevez da stourm dreinternet : endalc'hadoù video, warYouTube da skouer, pe arrouedadoù sokial. Levezonerien a sach miliadoù, a-wechoù milionoù a selaouerien pe arvesterien. Ar seurt nevez a stourmerien-se a c'hall bezañ anvetdifretour peogwir int oberiant kenañ hag ober a reont gant binvioù galloudus hag efedus. Ar brezegenn met ivez ar skeudenn a zo a-bouezh er modoù nevez-mañ da stourm ezlinenn hag enlinenn.