Anstoikegezh[1], pestoikouriezh[2], a zo ur skol abrederouriezh ganet enHenamzer ha krouet gantZeno eus Kition. Unan eus ar prederouriezhoù pennañ anHenamzer gresian eo ouzhpenn anepikuriegezh hag anamgredoniezh. Embann a ra ur prederhollpboellour a oa bet boulc'het gant prederourien all evelHeraklitos (hemañ o komz eus ullogos hollvedel), evel arc'hunourien (pa oa betZeno eus Kition stummet gant ur prederour kunour) hag evelAristoteles (diwar un nebeud eus e vennozhioù). Dre vras e kelenn ar Stoikianed eo ret bevañ a-unan koulz gant an natur hag ar poell evit tizhout arfurnez hag aneürusted.
Dont a ra an termen eus al lavarenn c'hresianStoa poikile hag e oa an dra-mañ urporched enAgora (ar blasenn foran vras eAten) e-lec'h ma keje ha kelenne ar Stoikianed. Ur ster boutin a vez roet d'ar stoikegezh pa ne dalvez nemet evit arvuhezegezh a ya ganti : ar varregezh evit chom diseblant d'arpistig ha ar galonegezh e-tal diaesterioù bras.
Ne chom nemet bruzunoù eus skridoù ar Stoikianed gentañ evelZeno eus Kition (344-262 kent Jezuz-Krist) ha Kleanthos. Chom a ra oberennoù hir a-walc'h savet gantSeneka,Epiktetos haMarkus Aorelianus. GantKikero eo deuet heklev an daelioù a vage prederourien ar bedhellenistel. Enebourien ar stoikegezh,Ploutarchos haSextus Empirikus o-deus treuskaset un nebeud mennozhioù ar preder-se. Ar pezh a anavezomp war o c'helennoù war arpoellad, arfizik hag ar vuhezegezh a ziskouez e oant tud dibar a spered uhel ha o-deus bet ul levezon war istor ar C'hornôg betek hon amzer.