Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Steyr AUG

Eus Wikipedia
Steyr AUG
Skeudenn ar pennad Steyr AUG

Ur fuzuilh-arsailhSteyr AUG A1
Kinnig
Bro Aostria
DoareFuzuilh-arsailh aotomatek/damaotomatek
Mont en-droTennata dre amprest-gazoù, piston
Munisionoù5,56 × 45 mm NATO
9 × 19 mm Parabellum
.40 S&W
ProduerienSteyr Arms
Thales Australia
SME Ordnance
Mare krouidigezhBloavezhioù 1960 ha 1970
Mare produiñAbaoe 1978
Pouez ha muzulioù (stumm orin 20 meutad)
Mas (hep kartouchenn)3,600 kg
Hirder790 mm
Hirder ar c'hanol508 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek300 m
Tizh mont e-maez ar boledoù970 m/s
Lusk-tennañ680 tenn/mn
Endalc'hKargerioù-fiñv 30 pe 42 gartouchenn (stumm 5,56 mm)
Kargerioù-fiñv 25 pe 32 gartouchenn (stumm 9 mm)
Kargerioù-fiñvGlock (stumm .40 S&W)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hallA

ArSteyr AUG (diwar analamanegArmee-Universal-Gewehr, "fuzuilh hollvedel evit an arme") zo urfuzuilh-arsailh produet gant an embregerezh aostrianSteyr abaoe 1978. Bodañ a rae nevezintioù teknologel lies da vare he c'hinnig e 1977[1].

Istor ha deskrivadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1970 e felle da arme Aostria, evel da armeoù all enAFNA, cheñch e armoù-skoaz kambret e7,62 × 51 mm evit reoù ennekartouchennoù5,56 x 45 mm izeloc'h o galloud. E 1977 e choazjont ur fuzuilh-arsailh nevez savet a-drugarez d'ur c'henlabour gant an embregerezh Steyr ha d'e ijinourien Horst Wesp, Karl Wagner ha Karl Möser[2]. Un arm doarebullpup e oa, da lavaret eo e oa enbarzhet ul lodenn eus e wikefre en elamm. Dre se e c'halle bezañ berroc'h hag aesoc'h da zougen[2]. Soñjet e oa bet evit degemer dre ziouer ullunedenn, ha savet e oa gant pezhioù plastek[3]. An dibab etre ar modoù-tennañ a veze graet a-drugarez d'andraen : pa veze pouezet en ur mod skañv warni e tenne en ur mod damaotomatek, ha ret e oa pouezañ betek penn evit tennañ e mod aotomatek[4]. Hec'harger a oa treuzwelus evit gwelet aesoc'h pet tenn a chome en arm[1].

Stummoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kalz adstummoù eus ar Steyr AUG a zo bet produet. En o zouez e kaver ur stummfuzuilh-vindrailher, dezhi undaoubez hag ur c'hanol hiroc'h (24,5 meutad)[5], savet e 1980. Stummoù nevesoc'h a ginnige divontañ al lunedenn, pereilhoù Picatinny war ar c'hanol (stumm A3, 2005)[2][1]. Ur stummpistolenn-vindrailher a zo anezhañ ivez. Savet eo bet e 1988, ha kambret eo e9 mm Parabellum.

Implijerien

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. 1,01,1 ha1,2(en) POOLE Eric R.,American AUG: Steyr AUG A3 Review, Guns & Ammo, 16/08/2016 (lennet d'ar 24/10/2024)
  2. 2,02,12,2 ha2,3(en) POPENKER Maxim,Steyr AUG / Stg.77, Modern Firearms (lennet d'ar 24/10/2024)
  3. (fr) ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh),Armes à feu de légende, Larousse, 2019, pp. 250-251
  4. (fr) McNAB Chris,Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 168-169
  5. (fr) ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh),Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 261
  6. (en)F88 Austeyr war Army.gov.au (lennet d'ar 24/10/2024)
  7. '(fr)' ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh),Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 291
 Stag eo ar bajenn-mañ ouzhPorched an Armoù-tan
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Steyr_AUG&oldid=2122661 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp