Steven Spielberg

denReizh pe jener | paotr  |
---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet  |
---|
Anv e yezh-vamm an den | Steven Spielberg  |
---|
Anv ganedigezh | Steven Allan Spielberg  |
---|
Anv-bihan | Steven  |
---|
Anv-familh | Spielberg  |
---|
Deiziad ganedigezh | 18 Kzu 1946  |
---|
Lec'h ganedigezh | Cincinnati  |
---|
Tad | Arnold Spielberg  |
---|
Breur pe c'hoar | Anne Spielberg  |
---|
Pried | Kate Capshaw  |
---|
Yezh vamm | saozneg  |
---|
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg  |
---|
Yezh implijet dre skrid | saozneg  |
---|
Tachenn labour | Sinema,film direction,filmaozañ,film screenwriting  |
---|
Karg | President of the Jury at the Cannes Festival  |
---|
Bet war ar studi e | California State University, Long Beach,Saratoga High School,Arcadia High School  |
---|
Lec'h labour | Hollywood  |
---|
Deroù ar prantad labour | 1969  |
---|
Strollad politikel | Strollad Demokratel  |
---|
Relijion | yuzevegezh  |
---|
Perzhiad e | commencement at the Harvard University,Ice Bucket Challenge  |
---|
List of works | Steven Spielberg bibliography  |
---|
Filmadurezh | Steven Spielberg filmography  |
---|
Ezel eus | Writers Guild of America, West,Directors Guild of America  |
---|
Lec'hienn ofisiel | https://amblin.com/steven-spielberg/  |
---|
Oberennoù zo en dastumad | Museum of Modern Art,Harvard Film Archive  |
---|
Rummad tost | Category:Films directed by Steven Spielberg,Category:Films produced by Steven Spielberg,Category:Films with screenplays by Steven Spielberg  |
---|
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer  |
---|
Steven Allan Spielberg, bet ganet d'an18 a viz Kerzu1946 eCincinnati (Ohio,Stadoù Unanet Amerika) a zo ur filmaozer ha produerstadunanat.
Savet en deus lod eus ar filmoù o deus graet ar muiañ a berzh er bloavezhioù diwezhañ.En o zouez e kaverE.T (1982) haJurassic Park (1993). Filmoù avantur haskiant-faltazi a zo bet savet gantañ da gentañ, evelJaws,E.T pe heuliadIndiana Jones. Diwezhatoc'h e tremenas da abegoù diaesoc'h evel alLoskaberzh gantListenn Schindler pe anEil Brezel Bed gantSaving Private Ryan (O saveteiñ ar soudard Ryan).
E labour filmaozer en deus boulc'het evit ar skinwel, gant ar rummadColumbo, da skouer.Unan eus e filmoù hir kentañ,Duel (1971), savet e senario gantRichard Matheson, a oa bet produet evit an tele stadunanat. Daou vloaz war-lerc'h e oa bet bannet war skrammoù sinema broioù zo eus Europa, da heul roidigezh Priz Meur Festival 1973 Avoriaz.
E 1975 e tarzhas da vat brud Steven Spielberg gant ar filmJaws, savet diwar ur romant gant Peter Benchley. Er bed a-bezh e reas berzh istor ar morvleiz debrer-tud, ha tri Academy Awards e oa bet rastellet gantJaws (e rannoù ar Frammañ, ar Sonerezh hag ar Son).
Spielberg en deus kensavetAmblin Entertainment haDreamWorks Studios, dre an embregerezhioù-se e voe ivez produer filmoù o devoa graet berzh bras, evelBack to the Future,Men in Black, hag an heuliadTransformers. Spielberg a zo aet goude-se war hent produiñ c'hoarioù video.
Spielberg a zo ganet d'an18 a viz Kerzu1946 eCincinnati, Ohio. Ar vamm, Leah (ganet Posner, deuet da vezañ Adler;2 a viz Genver1920 –21 a viz C'hwevrer2017), a oa renerezh un ti debriñ ha c'hoarierezh piano. An tad, Arnold Spielberg (ganet e 1917), a oa un ijinour war an tredan a gemeras perzh e dioroadur an urzhiataerezhioù.
Familh Steven Spielberg a oa yuzevien orthodoks. Tud-kozh Spielberg a-berzh an tad a oa yuzevien eus Ukraina staliet e Cincinnati er bloavezhioù 1900; ar vamm-gozh a oa o tont eus Sudylkiv, padal an tad-kozh a oa eus Kamianets-Podilskyi. E 1950, e familh en devoa dilojet enHaddon Township, New Jersey, pa oa bet kavet ul labour gant an tad en RCA. Tri bloaz war-lerc'h, ar familh a fiñve ePhoenix, Arizona. Spielberg a oa bet skoliataet en ur skol hebreek etre 1953 betek 1957, e klasadoù ar Rabbi Albert L. Lewis.
Pa oa bugel e oa diaes da Spielberg selloù ar re all dre ma oa yuzev orhodoks. "It isn't something I enjoy admitting," a zisklerias eñ un deiz, "but when I was seven, eight, nine years old, God forgive me, I was embarrassed because we were Orthodox Jews. I was embarrassed by the outward perception of my parents' Jewish practices. I was never really ashamed to be Jewish, but I was uneasy at times."
Spielberg en devoa diskleriet ivez e oa bet taget dre enep-yuzevegezh hagHarellerezh skol: "In high school, I got smacked and kicked around. Two bloody noses. It was horrible." D'an oad a 12 vloaz, e voe savet gantañ e c'hentañ film er gêr: distruj un tren dre implij e c'hoarioù ha dreist-holl an trenioùLionel. E-pad e yaouankiz hag ur wech tizhet ar skol-veur en devoa kendalc'het da filmañ filmoù avantur war 8 mm.
E 1958, e teu da vezañskout ha tapout a ra un ardamez enor evit ar poltrijañ gant ur filmig 9 munutenn e 8 mm anvet "The Last Gunfight".
- Dimeziñ ha bugale
Spielberg en doa kejet evit ar wech kentañ gant an aktourezAmy Irving e 1976 goude ma vefe bet kinniget gant ar rener filmoùBrian De Palma, hemañ a ouie e oa Spielberg o klask un aktourez evit c'hoari er filmClose Encounters. Ur wech gwelet anezhi, Spielberg a embanne d'e genbroduer Julia Phillips, "I met a real heartbreaker last night." En desped da-se an aktourez a oa re yaouank evit c'hoari ar roll. Kroget o devoa d'en em welet er-maez eus ar bed micherel, betek ma vefe hi o vont da vevañ e ti Spielberg. Bevañ a refont asambles e-pad pevar vloaz, siwazh ar stress hag ar redioù labour a blantas reuz en o istor.. Irving he devoa c'hoant bezañ anzavet evel aktourez dre he labour nemetken: "Ne m'eus ket c'hoant bezañ brudet evel kamaladez Steven". Dre-se e chomas hep c'hoari e film ebet e amourous e-pad mare o vuhez asambles.
- Pinvidigezh
Hervez ar gelaouennForbes, pinvidigezh personel Spielberg a zo 3,7 bilion$[6].
- Politikerezh
Spielberg a voaz a zo un harp d'arStrollad Demokratel. Roet en devoa 800 000$ d'ar strollad. Kamalad bras eo bet d'ar prezidant demokratBill Clinton. Spielberg a baouezas da vezañ ezel eus ar skouted stadunanat er bloavezh 2001 dre ma ne oa ket a-du gant ar selloù enep-heñvelreizhidi difennet ha brudet gant an aozadur. E 2007 e oa galvet d'ur boycott eus filmoù Spielberg gantKevre ar Stadoù Arab goude ma vefe bet roet gantañ 1 milion$ evit harpañIsrael e-padBrezel Liban 2006. D'an20 a viz C'hwevrer2007, Spielberg,Jeffrey Katzenberg, haDavid Geffen a galve an demokrated da rastellañ arc'hant evit harpañBarack Obama.
Er bloavezh 2018, Spielberg gant e wregKate Capshaw o devoa profet 500 000$ evit harpañ ar valeadeg studierienMarch for Our Lives evit goulenn ma vefe strisaet al lezennoù a-fed perc'henniñ armoù erStadoù-Unanet.