Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Stepanakert

Eus Wikipedia
Gwel eus Stepanakert.

Stepanakert (enarmenieg: Ստեփանակերտ),Xankəndi (enazerieg), a zo ur gêr eusAzerbaidjan ha kêr-bennrepublik Nagorno-Karabac'h, ur republik disrannour ha n'eo ket kontrollet gant gouarnamant Azerbaidjan.

Hervez an dielloù armeniek e oa anvet Vararakn da gentañ. Anvet e oa bet Xankəndi e 1847 gant an Azerbaidjaned hag e teuas da vezañ Stepanakert e 1923 en enor daStepan Chahoumian. Distroet eo en hec'h anv Xankəndi goude dizalc'hiezh Azerbaidjan e 1991. E-padbrezel Nagorno-Karabac'h eo bet bombezet ha distrujet kêr gant arme Azerbaidjan, dreist-holl e penn kentañ 1992 pa deue tennoù kanolierezh eus kêrioùXocalı haŞuşa. Ne chome nemet 50 000 annezad enni e 1992 pa oa 70 000 a-raok ar brezel.

Hiziv an deiz eo kêr-benn republik nann-anavezet Nagorno-Karabac'h.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Stepanakert&oldid=1543692 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp