Ur vro etre arMeurvor Atlantel hag arMeurvor Habask enAmerika an Norzh eoStadoù-Unanet Amerika (saozneg:United States of America,teskanv:SUA, saozneg:USA, stumm berr:(ar) Stadoù-Unanet, (the)United States). Aliezik e vez graetAmerika peBro-Amerika ivez dre verrdro. Amerikaned pe Stadunaniz a vez graet eus o annezidi. Abaoe deroù anXXvet kantved eo arriez c'halloudusañ er bed. 331 milion a annezidi a oa e 2020, trede poblañs vrasañ ar bed.
Un ezel diazezer eusAozadur ar Broadoù Unanet (ABU) eo hag emañ ar sez anezhañ eNew York, kêr vrasañ ar vro. Un ezel padus eus Kuzul Surentez ABU eo. Broudet en deus ar gouarnamant stadunanat ar broioù a felle dezho lakaat un harz d'anUnaniezh Soviedel da sinañ e 1945Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel. Hiziv e vez graet 37% eus dispignoù milourel ar bed gant ar SUA, hae e chomal lu stadunanat an hini galloudusañ er bed.
Ekonomiezh kentañ ar bed o deus ar Stadoù-Unanet, a-drugarez da gennadoù al labour-douar, ar greanterezh hag ar servijoù. AnUS dollar, ar moneiz stadunanat, eo arouez o galloud ekonomikel. E-touez ar re wellañ int ivez war dachenn an imbourc'h skiantel hag an neveziñ teknologel.
Trede brasañ bro ar bed eo ar Stadoù-Unanet war-lerc’hRusia haKanada hag a-raokRepublik Poblek Sina. An tiriad amerikan, en em led war 7 % eus douaroù divoret ar blanedenn, zo ken bras ha kevandir Europa. Gorread ar Stadoù-Unanet zo 17 gwech kement ha hini Frañs ar c’hevandir. Brasoc’h eget Frañs eo stadAlaska pe hiniTexas. Ar bloc’had 48 stad, da lavaret eo an holl stadoù war-bouezAlaska haHawaii, a vez anvet « Mainland » a-wechoù, zo dezhañ ur stumm hag a denn d'ur pempkorneg, hag en em led war 4 gwerzhid-eur. 4 500 km hed zo etre ar Meurvor Atlantel (reter) hag ar Meurvor Habask (kornôg)[4]. 2 500 km, a-hend-all, zo etre harzoù Kanada hag harzoù Mec’hiko. Ar stêrMissouri hag ar stêrMississippi a zo 6 000 km a hed ganto o-div ha redek a reont dre greiz armainland. Ken hir int o-div hag ar stêrAmazon a zo o redek eSuamerika.
Liesseurt eo torosennadur ar Stadoù-Unanet. En em led a ra a norzh da su dreist-holl. Er C'hornôg emañ arMenezioù Roc'hellek (Rocky Mountains), alLammoù-dour hag arSierra Nevada, 4 500 metr well-wazh a uhelder dezho. En o zouez emañ plateizioù ha diazadoùColorado. Plaenennoù ha plateizioù bras-ec’hon kreiz ar Stadoù-Unanet zo hollad ar stêrioùMississippi haMissouri o redek enno. Eus an dibab eo an douaroù enno ivez. Er reter ez eus menezioù kozh, anAppalachoù o anv (Appalaches), dezho 2 300 metr a uhelder. Plaenennoù strizh zo e-touez ar menezioù-se hag ar Meurvor Atlantel.
An holl zoareoù hinoù a ren war ar Stadoù-Unanet, eus ar yenañ (hinad pennahelel en Alaska) d'an tommañ (Traoñienn ar Marv), eus ar glepañ (Gwalarn,Stad Washington) d’ar sec’hañ (hinad krin ha gouelec’hioù er Mervent). Gant an hinoù hag an torosennadurioù a bep seurt zo bet er Stadoù-Unanet ez eus bet stummet maezioù ha rannvroioù liesseurt enno.
Stankoc'h eo ar boblañs er Reter eget er C'hornôg. 31 annezad dre km2 eo stankted keitat ar vro. Ouzhpenn tri c'hard eus an dud a zo o chom er c'hêrioù.
An doareoù treuzdougen pennañ eo ar c'hirri-tan hag ar c'hirri-nij. Sellet e vez alies ouzh SUA evel « Bro ar c'harr ».
E 2014 e oa an "euro-amerikaned" (diskennidi eus Europeiz) 77,4% eus ar boblañs, 17,4% a oa Spagnekiz ("Hispanics"), 13,2% a oaAfroamerikaned, 5,4% a oa Aziiz, 1,2% a oaAmerindianed ha 2,8% a oa "hironed ha re all".
An Amerikaned zo o chom dreist-holl war an aodoù ha tro-dro d’al Lennoù Bras. Eus ar c’hantved hedredenn, eus tu ar c'hornôg, betek ar Meurvor Habask hag enAlaska n'eo ket bras-tre an niver a annezidi, war-bouez en ur gêr zistro bennak hag ivez eKalifornia. Kalifornia zo ar Stad stadunanat ma'z eus an niver brasañ a dud o chom enno ha kenderc'hel a ra ar Stad-se da zesachañ an dud eus diabarzh pe eus diavaez ar Stadoù-Unanet.
En tu all d’an tri c’hard eus an dud zo o chom e kêr er Stadoù-Unanet.megalopolennBosWash zo e biz ar vro.Roll an tolpad-kêrioù pennañ eus ar Stadoù-Unanet, o stad kevreat hag an niver a dud zo o chom enno[6] :
Los Angeles, KaliforniaChicago, IllinoisSan Francisco, Kalifornia
An Indianed e oa bet an dud kentañ o chom er Stadoù-Unanet. Tri meuriad indian a oa ha meur a gant yezh ha sevenadurioù disheñvel o doa. N’ouzer ket kalz a draoù diwar o fenn, dreist-holl evit a sell ar pobloù kantreat.
E1607 e tiazezas ar Saozon o c’hêriadenn gentañ,Jamestown hec’h anv. Da c’houde en em stalias trevadennoù niverus a-hed an aod er reter. En o zouez e oaPlymouth,Boston,Salem,Williamburg. D'ar mare-se e voe krog da harluañ ha da werzhañ tud du eus Afrika da sklaved. Gant ar morianeta e voe diorroet ar plantadegoù kotoñs er su dreist-holl ha diorroet e voe an danframmoù.
C’hwennet e voe an Indianed gant ar c’hleñvedoù-red (brec’h, ruzell) a oa bet degaset gant an difraosterien. Miliadoù a Indianed all a voe lazhet en ur vrezeliañ gant Europiz ivez. E-pad ar brezel brasañ ez aloubas ar Vreizhveuridi tiriadoù ar C’hallaoued hag e-se e oant deuet a-benn da zaougementiñ gorread an douaroù a oa dalc'het ganto betek ar mare-se.
Disklêriadur Dizalc'hidigezh ar Stadoù-Unanet
Trizek trevadenn vreizhveuriat a c’hounezas o dizalc’hiezh diouzh Breizh-Veur d'ar4 a viz Gouere1776. Degemeret e voe gantoBonreizh Stadoù-Unanet Amerika e1787. Ar vonreizh kentañ bet degemeret e broioù ar c'hornôg. Diazezet eo bet an identelezh amerikan gant an daou skrid-se.
EnXXvet kantved eo deuet ar Stadoù-Unanet da vezañ galloudusañ bro ar bed a-fet armerzh, sevenadur ha politikerezh (dreist-holl war-lerc'h anEil Brezel Bed), daoust m'o doa renerien ar vro c'hwitet war o zaol da vare arbrezel erViêt-nam. Gwall skoet e voe an Amerikaned gant se. Abaoe m'eo peurechu arbrezel yen hag abaoe ma n'eus ket mui eus anURSS (Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel) eo ar Stadoù-Unanet ar vro dreistgalloudekañ nemeti er bed, evit a sell ar galloud milourel peurgetket.
Ar vro zo anezhi hanter-kantStad kevreat a astenn o beli leun war meur a dachenn : ur c'hevread eo. Rannet eo pep Stad ekontelezhioù, nemetAlaska a zo rannet e"boroughs", haLouiziana eparrezioù ("parishes").
Ar Stadoù-Unanet zo anezho ur republik kevreadel prezidantel divgambr. Distag eo an tri galloud (galloud lezenniñ, galloud erounit ha galloud barn) an eil diouzh egile.
Dilennet e vez ar prezidant hag ar besprezidant asambles e-pad 4 bloaz, gant ar mouezhiañ hollek dieeun. Pep Stad a vez dileuriet gant ur skolaj dilennerien veur zo kenfeur well-wazh ouzh niver hec’h annezidi. Abaoe1951 n’hall ket prezidant ar Stadoù-Unanet ren war ar vro ouzhpenn daou respet. Daou strollad politikel bras zo er vro dreist-holl : arStrollad Republikan hag arStrollad Demokratel.
Gouarnamant ar Stadoù-Unanet ne c'houlenn ket digant e geodediz petra eo o feiz. Dispartiet eo ar relijion diouzh ar Stad kevreadel en ur mod ofisiel. Asuret eo ar bennaenn-mañ gant ar vonreizh a ziogel ar frankiz krediñ. Ar stad kevreadel ne zegas skoazell ebet da skol relijiel ebet(Daveoù a vank). Ar bedenn renket gant ar skol zo difennet abaoe 1962 gant an diferadenn « Engel a-enep Vitale ».
Enklaskoù prevez a bep seurt a ziskouez ez eus etre 75 % ha 90 % eus an Amerikaned a gred e Doue. Koulskoude emaint 44 % o lavaret o deus cheñchet relijion ur wech da nebeutañ en o buhez. Ha lavaret a reont ne votont ket hervez o c'hredennoù.
↑Ar saozneg eo yezh ofisiel 28 Stad da nebeutañ, hervez ar ster a roer d'ar ger "ofisiel". Saozneg hahawaieg zo ofisiel e StadHawaii.
↑Ar saozneg eode facto yezh gouarnamant SUA hag ar yezh nemeti a vez komzet er gêr gant 80% eus an Amerikaned koshoc'h eget 5 bloaz. Arspagnoleg eo an eil yezh komzet ar muiañ.