Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Spagn Nevez

Eus Wikipedia
Spagn Nevez en he brasañ, pa oaLouisiana e dalc'hRouantelezh Spagn.
Spagn Nevez hervezFeur-emglev Adams-Onís e 1819 ( hep an douaroù erMeurvor Habask).

Spagn Nevez, pe« Nueva España » e spagnoleg, a oa ur rann eusimpalaeriezh trevadennel Spagn, pe, resisoc'h, ur vesrouantelezh e dalc'h rouaned katolik Spagn, savet en 1525 en-ofisiel, hag a badas betek dizalc'htedMec'hiko en 1821. A-wechoù e vez lavaret « Mec'hiko gozh » anezhi. Kentañbesroue e voeAntonio de Mendoza y Pacheco, hag eCiudad de México e voe ar gêr-benn, e kêr gozhTenochtitlan.


En em astenn a rae douaroù ar vesrouantelezh eKreizamerika en he fezh, hogozik, eus Mec'hiko da harzoù kreisteizCosta Rica, hag en hanternoz e douaroù zo bremañ eSUA,California,Arizona,New Mexico,Texas, ha betek erFilipinez er c'hornôg. Douaroù all a oa c'hoazh pelloc'h en hanternoz, evel an Oregon Country, met ne oant ket bevennet splann.

Rannoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Rannet e oa ar vesrouantelezh etre rouantelezhioù ha kabiteniezhioù (capitanías generales). Sed anvioù ar rouantelezhioù:

Sed anvioù ar c'habiteniezhioù:

Orin an anv

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Hernán Cortés an hini a ginnigas an anv-se en e eil lizher d'an impalaerCarlos Iañ Spagn ha d'oberNueva España eus an douaroù ergerzhet ha sujet da gurunenn Spagn e-padaloubidigezh an impalaeriezh aztek .

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Spagn_Nevez&oldid=1924315 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp