Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Sord

Eus Wikipedia
Ar Straed Vras e 2007.

Sord Cholmcille, peSord[1] hepmuiken (Swords e saozneg), zo ur gêr e reterIwerzhon, e-kichenDulenn. Ekontelezh Fine Gall emañ, tre e-kichenaerborzh Dulenn. Ar gêr vrasañ eo e kontelezh Fine Gall abaoe ma oa bet krouet ar gontelezh-se e 1994, diwar rannañkontelezh Dulenn.

Kontañ a reer e voe savet ar gêr gant SantColmcille war-dro 560. Kresket buan eo poblañs kêr er bloavezhioù diwezhañ ; e 2011 e oa 42 738 a annezidi. Dont a ra touristed di da welet ar c'hastell, savet war-dro 1200, ha feunteun sakr Colmcille, e-kichen an iliz.

E Sord e voe graet obidoùBrian Boru war-lerc'hEmgann Cluain Tarbh (Clontarf), hag er gêr-se ivez e voe savetGruffudd ap Cynan, a zeuas da vezañ roueGwynedd adalek 1081.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. logainm
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sord&oldid=1836425 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp