Arsonerezh surf zo un is-doare eus arsonerezh rock a liammer alies ouzhsevenadur ar surf, dreist-holl e SuKalifornia. Brud bras en doa bet etre 1962 ha 1964.
Rock binvioù arzourien evelDuane Eddy,Link Wray haThe Ventures a voe kaset pelloc'h gantDick Dale, a lakaas ouzhpenn ur reverb "gleb" heverk, ur picking fonnus a-bep-eil ha levezonoù eus arReter Nesañ hag eusMec'hiko. Produet en doa ar verzh rannvroelLet's Go Trippin' e 1961 o lañsal giz ar sonerezh surf, heuliet gant kanaouennoù mestalMisirlou (1962).[1] Par da zDale hag e zDel-Tones e oa deuet ar brasañ eus ar strolladoù sonerezh surf kentañ eus SuKalifornia, evelThe Bel-Airs,The Challengers hagEddie & The Showmen.[1] E-touez an dekvet kanaouenn gwerzhetañ e oa erruet kanaouennThe ChantaysPipeline e 1963 tra m'en doa graet berzhWipe Out gantSurfaris (1963) e roll 1965 ar Billboard[2].
Berzh brasañ ar sonerezh surf a oa deuet gant sonerezh mouezhiet ar strolladThe Beach Boys, bodet e 1961 e Su Kalifornia. En o albomoù kentañ e oa sonennoù binvioù (lod anezho adkemeret diwar labour Dick Dale) ha kanaouennoù mouezhiet a denne muioc'h d'ar rock 'n' roll ha d'andoo wop pe heson tost strolladoù-mouezh evelFour Freshmen. Berzh kentañ the Beach Boys a voeSurfin' e 1962[3]. Evelato e lavarer e oa echu gant giz ar sonerezh surf ha red-vicher ar strolladoù-se pa oa deuet amzer an Aloubadeg Vreizhveuriat e 1964 : hogozik an holl verzhioù surf a oa bet enrollet hag embannet etre 1961 ha 1965. Ar Beach Boys hepken a zeuas a-benn da zelc'her berzh da c'houde, oc'h embann albomoù ha singloù gouest da geveziñ gant reoùThe Beatles, evel an albomPet Sounds e 1966.