Hal undrenkenn druz gantkaliom penatriom eo arsoavon. Implijet eo e-barzh produioù gwalc'hiñ pe lenkraat, sonnel pe liñvel, arveret er vuhez pemdez d'en em walc'hiñ pe da gempenn an ti, pe er greanterezh eveldanvez-tevaat, kedaozenn lenkrauzennoù zo pe rakrederienkatalizerioù.
Dileizhadusaat a ra kramenn an dud hag an traoù, riñset gant dour goude.
Fardet e vez soavon dre soavonaat druzonioù (trigliseridoù). Sonnel eo ar soavonoùsodiom, graet gant hidroksidenn sodiom, ha blot pe liñvel ar soavonoùpotasiom, graet gant hidroksidenn botasiom.
Tennet e vez trigliseridoù eus kraoñ koko, palmez, olivez pe soav, an hini boasañ. An eoulioù had a ra soavonoù dous ha skañv, dreist pep tra an eoul olivez glan.
Kementad trenkenn druz diseurt druzonioù implijet d'ober soavon
Sevel a ra roudoù koshañ un danvez par d'ar soavon da 2800 kent JK, e rouantelezhBabilon. Skrivet e voe un delun soavon gant dour, alkali ha eoulcinnamomum cassia war un dablezenn gleiz tro-dro 2200 kent JK. E 1977,Ernest de Sarzec, e penn furchadegoù arkeologel eTelloh, a laka e gouloù kranennoù pri, lod anezho leuniet gant un danvezenn soavonek. Ul lidadur bloaz hag a ra gant ur seurt soavon graet gant druzoni ha ludu bervet a zo displeget gantenskrivadurioù gennheñvel war unan anezho.
Meskañ a rae anhenegiptiz eoulioù plant pe loened gant haloù alkalin da gaout ur seurt soavon.
ArGelted kozh hag arC'hermaned a rae gant soavon graet gant eoul loen, hag a voe dizoloet gant ar Romaned tro-dro58 kent JK. Un ijinadenn geltiek eo hervezPlinius an Henañ. Ar gerioù soavon er yezhoù romanek a zeu eus ar ger keltieksapo. Ar Romaned, eus o zu, en em walc'he o verata eoul war o c'hroc'hen hag o tennañ anezhañ gant urstrigil.
Fardet e veze soavon enAleppo e Siria gant eoul olivez, alkali haraz. Ezporzhet e veze d'ar bed muzulman ha da Europa. Graet e veze soavon eNaplouz,Fes haDamask ivez. En Europa, Italia ha Spagn a oa produourien a-bouez soavon dre eoul loen.