Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Skritur etiopek

Eus Wikipedia

Daoust ha n'emañ ket klok penn-da-benn an daolenn-mañ da heul, ez eo sklaer n'eo arskritur etiopek nag ul lizherenneg enni lizherennoù disheñvel evit pepfonem, da lâret eokensonennoù diouzh un tu havogalennoù diouzh un tu all, nag ursilabenneg rik, rak damheñvel eo stumm al lizherennoùsilabennek diazez e pep renk, da lâret eo o kregiñ gant an hevelep kensonenn.

Unabugida eo neuze ar skritur etiopek anvet "fidel" (ፊደል) a implij lizherennoù silabennek diazez enne ur vogalenn atav a c'hell bezañ kemmet dre cheñch stumm al lizherenn diazez gant skrapoù, pikoù hag all staget outi. N'eo ket unabjad kenneubet rak diskwel a ra ar skritur ar vogalennoù ouzhpenn ar c'hensonennoù.

Implijet e voe er penn kentañ evit skrivañ argeuzeg (ur yezh sakr marbv anezhañ) ha bremañ e vez implijet evit skrivañ anamhareg dreist-holl met ivez yezhoù all komzet enEtiopia evel antigrinyeg.

Taolenn an abiguda

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Evit gellet gwelet al lizherenneoù etiopek ez eo ret diskargañ ul lizherenneg ispisial da vezañ staliet war anurzhiataer[1]

Daoust ha m'emañ heñvel-tre a-wechoù ar al lizherennoù pa vez kemmet ar vogalennoù, n'eo ket ur gudenn e gwirionez evit gellout lenn ar skritur-mañ rak implijet e vez evit skrivañyezhoù semitek ha n'eo ket dav goût peseurt vogalennoù a zo e pep ger evit gallout o kompren abalamour m'emañ diazezet struktur ar gerioù er yezhoù a-seurt-se war gwriziennoù enne teir c'hensonenn.

Fidel an amhareg
 äuiaeəo
p
t
c
k
b
d
J
g
p’
t’
c’
k’
7
ts’
f
s
S
h
z
Z
m
n
ñ
w
l
j
r

Setu sifroù ar skritur etiopek:

  • 1 - ፩
  • 2 - ፪
  • 3 - ፫
  • 4 - ፬
  • 5 - ፭
  • 6 - ፮
  • 7 - ፯
  • 8 - ፰
  • 9 - ፱
  • 10 - ፲
  • 20 - ፳
  • 30 - ፴
  • 40 - ፵
  • 50 - ፶
  • 60 - ፷
  • 70 - ፸
  • 80 - ፹
  • 90 - ፺
  • 100 - ፻
  • 1000 - ፼

Gwelet ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez:

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Skritur_etiopek&oldid=2123417 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp