Arskridvarnerezh eo obererezh an hini a varn ar skridoùlennegel, pe a lavar pegen talvoudus int. Ar skridvarnerezh a-vremañ a zo aet da vezañ levezonet gant damkanienn lennegel a bleg gant elfennouriezh prederouriezhel ar palioù hag an doareoù sevel a gaver el lennegezh, met n’eo ket an holl skridvarnerien damkanourien. Urgennad lennegel eo da gentañ holl.
Kavet e vez oberennoù skridvarnerezh e kement stummmoulet, rak ne c'hell ket bezañ ken resis ar c'helaouenner-skridvarner a zispak e venozhioù erskingomz pe erskinwel. Ar skridvarnerezh gwellañ a vez aozet gantskolveuridi elevrioù pe ekelaouennoù embannet gant ar skolioù-meur. Kavet e vezpennadoù er c'helaouennoù lennegezh 'zo pe er c'helaouennoù boutinoc'h evit al lennerien anaoudek. Adal penn an 21vet kantved e weler darn ar skridvarnerezh bezañ bet embannet war ar rouedad Internet, dindan stumm ur gelaouenn ez-personel a reerblog anezhañ.
Ar skridvarnerezh nevesañ a c'hell bezañ levezonet gantteorienn al lennegezhioù, met n'eo ket labour ar skridvarner hini anteorienner.
Kentañ skridbarner brezhonek eo betTeodor Kervarker[1], da gentañ o kinnig meur a werzioù ha sonioù dastumet erBarzaz Breiz e keñver kalité ar stil hag an eztaolañ ha da c’houde e pennadoù kaset d’ar gelaouennoù gouiziek evel ar ‘’Revue de Bretagne et de Vendée’’. Evit ober meuleudioù d’ur werzenn savet gantYann-Vari ar Joubiouz e skrivas : « … o lenn gerzennoù evel-se ez an da zinerzhañ o soñjal ober ma micher skridvarner ».[2].
Rouez-tre eo ar pennadoù skridvarnerezh brezhonek hiziv pa n'eus ket kalz a skrivagnerien, hag ar re-se n'o deus ket kalz a lennerien. Klemmet o deus un nebeud skrivagnerien ne glevent heklev ebet eus an degemer graet d'o levrioù (Youenn Drezen haMikael Madeg en o zouez). Strivoù a zo bet graet gant skipailhoùAber,Al Liamm,Al Lanv haBrud Nevez evit embann pennadoù gwir skridvarnerezh. N'eus ket a skridvarnerezh brezhonek savet er skolioù-meur.
Un nebeud skrivagnerien vrezhonek o deus dalc'het da sevel skridvarnadennoù diles :Youenn Olier,Reun ar C'halan,Andreo ar Merser,Pierrette Kermoal,Aline Gleoneg,Fañch Broudig.
E mare klasel ar gresianeg e weler ar skridvarnerezh diorroet mat dija pa voe gouestAristoteles sevel ar '’Poetika (Περὶ ποιητικῆς Peri poietikês, Diwar-benn arvarzhoniezh), ennañ tipologiezh ha deskrivadur ar gennad lennegel arbennik-se e-doug ar 4vet kantved kent Krist. Implij a reasmeizadoù armimesiz hag arc’hatarsiz hag a zo chomet savboentoù krennus evit sevel ur barn. Pa voe taget ar varzhoniezh gantPlaton, diwar abegoù e falserezh pe e drevezañ, e voe kadarnaet ar gennad lennegel.
- ↑Merzet gantYves Le Berre,La littérature en langue bretonne… entre 1790 et 1918, Levrenn II, p. 497.
- ↑Revue de l’Armorique, Here 1844 (meneget gant Yves Le Berre).