Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Skej

Eus Wikipedia

Arskej[1], pe arvirgulenn (eus allatinvirgulă[2]), a zo unarouezenn boentaouiñ — , — hag a dalv da verkañ un ehanig dre gomz ha da rannañ elfennoù 'zo dre skrid.

Lizherennerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • a-raok arskej : esaouenn ebet,
  • war-lerc'h arskej : un esaouenn,
  • frazenn skouer :
    "Deut on er bed,[esaouenn]tudoù,[esaouenn]an dri warn-ugent a viz Ebrel er bloavezh 1885,[esaouenn]en ti melen bourc'h Priel,[esaouenn]damdost da Landreger." (Va Zammig Buhez gantJarl Priel,Al Liamm,1975 p. 7).

Talvezout a ra da skrivañ an niveroù degel[3] ivez hag ar wech-mañ ne vo esaouenn ebet.

  • frazenn skouer :
    "“[...]. E Skol-veur Roazhon e 2010, e oa ur c'helenner evit 26,1 studier. [...].”" (Petore dazont evit ar brezhoneg er skolioù-meur ? gantMilio Latimier,Bremañ, Mezheven2012 p. 8).

El lennegezh vrezhonek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

GantJarl Priel e c'haller kaout ur gentel war ar poentaouiñ (Kazh ha Logodenn,Al Liamm, niverenn 90, Genver-C'hwevrer 1962, pajenn 38) pa laka e dudenn WULLFEN da zezrevell ul lizher d'e sekretourez :
[...] ?... Kabiten Schellenberg,skej, ha war al linenn-all...
N' eus nemet naontek anv war ho roll,pik-skej ; dibabet am
eus ur brogarour all,skej, ha setu amañ e anv,daoubik :
Lindblad Erik,skej, niverenn trizek ha pevar-ugent war al
levr bras.Pik. [...].

Arouezennoù poentaouiñ all

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Skejig gantFrañsez Kervella en eYezhadur bras ar brezhoneg, pajenn 58.
  2. Bazhig, gwialennig e brezhoneg.
  3. Ober a ra arsaozneg gant ur pik avat.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Skej&oldid=2110050 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp