Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Skandiom

Eus Wikipedia
Skandiom
KalkiomSkandiomTitaniom
Sc
Y
taolenn beriodek, skandiom
taolenn beriodek, skandiom

Niver atomek21
Rummad kimiekMetal ardreuzat
Strollad3
Trovezh4
Aozadur elektronek[Ar] 3d1 4s2
Niver oksidadur+ 3
Tredanleiegezh1,36
Skin atomek160,6
Tolz atomek44,955912 ± 0.000006


1 cm3 eo ec'honad an diñs skandiom

Unelfenn gimiek eo arskandiom ;Sc eo earouez kimiek,21 eniver atomek ha 44,956 edolz atomek. Urmetal ardreuzat eo ar skandiom.

E1879 e voe dizoloet dre zielfenniñ mein deuet eusSkandinavia, alese e anv[1].
Urmetal ardreuzat eo ar skandiom, a gaver war an Douar er gwiskadoùmetaloù rouez haguraniom kemmesket. Nebeut a vengleuzioù skandiom zo er bed :Sina,Kazakhstan,Rusia hagUkraina eo ar broioù kenderc'her pennañ[2].

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dmitriy Mendeleyev en devoa rakwelet1869 e vije un elfenn he zolz atomek etre 40 ha 48, a voe dizoloet e 1879 eta gant arc'himioursvedat Lars Fredik Nilson hag e skipailh. War a hañval ne ouie ket Lars F. Nilson diwar-benn diougan D. Mendeleyev, a voe kelaouet gant ar c'himiour svedat all Per Teodor Cleve.

Perzhioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kimiek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ur metal blot neuz an arc'hant dezhañ eo ar skandiom. Da arvelen pe arroz e tro e liv pa vez lezet en aer. Gallout a ra kemmañ liv ha dileizhañ en darn vuiañ eus an trenkennoù. Aes eo da leskiñ.Hidrogen a ro pa vez mesket gant dour.

Izotopoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

45Sc (44,956u) hepken a gaver en natur.
Trizek izotop zo bet kavet, eus38Sc betek47Sc, ar re stabilañ o vezañ46Sc (83,8 devezh ehanter-vuhez),47Sc (3,35 devezh) ha48Sc (43,7 eurvezh).

Arver

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kendeuzadoù skandiom-aluminiom a vez implijet er sevelkirri-nij hagegorlistri abalamour ma 'z int kalet ha skañv ;titaniom a vez arveret muioc'h evelato dre ma 'z eo marc'hatmatoc'h.
Lod bizhierbaseball hamarc'hoù-houarn a zo graet gant kendeuzadoù Al-Sc enno. E lodpistolennoù ez eus ivez.
Kleuzeurioù (lampoù) a ro gouloù par da hini anHeol a reer dre veskañ skandiom gant elfennoù all.

Daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. (en) EMSLEY John,Nature's Building Blocks : An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2003(ISBN 978-0-19-850340-8)
  2. United States Geological Survey(en) Liamm oberiant 13 HER 12
Kimiezh |Elfennoù kimiek

Rolloù hervez anarouez ~ hervez ananvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoùrannet ~klok

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Skandiom&oldid=2137559 »
Rummad:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp