Skald
Ostilhoù
Hollek
Moullañ/ezporzhiañ
E raktresoù all

UrSkald, peskáld (norseg: [ˈskald];islandeg: [ˈskault], hag a dalv "barzh"), zo barzhed brudet hag a ra ar varzhoniezh "skald". Daou zoare a zo d'oberbarzhoniezh norsek, an hini kentañ eo ar varzoniezh "skald", an eil eobarzhoniezh an Edda, dizanv anezhe. Ar varzhoniezh skald a veze graet war un degouezh ispisial, war ar prim a-wezhioù, Gallout a rae ar varzhoneg bout hir a-walc'h pe gant ur werzenn nemetken (lausavísur). Ar barzhonegoù skald a oa pinvidikoc'h e-keñver ar frammadurezh hag al lavarerezh eget barzhoniezh an Edda, peogwir e veze arveretkenningoù hagheitioù (seurt treuzskeudennoù gant troadelloù pe heñvelsterioù), kenweadurioù, en ur ober gant ar metr anvetdróttkvætt.