Sirius, anvetSteredenn ar C'hi e brezhoneg[1][2][3], eo ar steredenn skedusañ eusSteredeg ar C'hi Bras, ha skedusañ steredenn an oabl noz war un dro.
Dre m'eoCanis Major (berraet eCMa) anv latin hag etrebroadel ar steredeg ez eoAlpha Canis Majoris (α CMa) berradur etrebroadel Sirius,α o verkañ steredenn skedusañ pep steredeg.
Ar steredeg anvetMonoceros (Mon), "an Unkorneg" e brezhoneg, zo etre Steredenn ar C'hi Bras haSteredeg ar C'hi Bihan. Er Su daBrocyon, steredenn skedusañ ar C'hi Bihan, emañ α Mon, hag er Gevred da α Mon emañ Sirius en oabl boull ar goañv.
Arabat eo droukveskañ ar C'hi Bras (Canis Major/CMa) gantSteredeg ar C'hi Bihan(Canis Minor/CMi) ;Procyon eo anv etrebroadel α CMi, ha "Kian" eo hec'h anv brezhonek[4].