Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Siria

Eus Wikipedia
لجمهورية العربية السورية
Al-Jumhūriyyah al-ʿArabiyyah as-Sūriyyah

Abaoe miz Kerzu 2024

Ardamezioù implijet gant gouarnamant treuzkemm Siria
  • ██ Lec'hiadur erReter-Nesañ

  • Kan broadelHomat el Diyar
    Yezh ofisielArabeg
    Kêr-bennDamask
    Gorread
    • En holl
    • % dour

    185,180 km²
    0.06
    Poblañs
    • Hollad
    • Stankter

    19,043,000 (2005)
    99/km²
    PrezidantVak
    MoneizLur siriat
    Kod pellgomz963
    Kenrouedad.sy

    Siria (Arabeg : سوريا),Republik Arab Siriat (Arabeg: الجمهورية العربية السورية) hec'h anv ofisiel, a zo ur vro erReter-Nesañ. Harzoù he deus gantLiban war-du arc'hornôg,Israel war-du armervent,Jordania war-du arsu,Irak war-du arreter haTurkia war-du annorzh. Israel a zalc'h uheldirioù arGolan e mervent ar vro hag ur rendael he doa Siria gant Turkia a-zivoutproviñs Hatay betek n'eus ket pell 'zo.

    Betek anXIXvet kantved e oa anvet SiriaBilad al-Cham (arabeg بلاد الشام). Bodañ a reas e-pad ur pennad Siria a vremañ,Liban a vremañ,Israel haPalestina, hag un darn eusJordania a vremañ, met pas proviñsJazira. E-doug anHenamzer, ar broioù-se a oaFenikia,Palestina,Asiria hag ul lodenn eus kornôgMezopotamia.

    Anv

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    Eus argresianeg evit bro-Aram war ribl reter arMor Kreizdouar etreEgipt war du arSu, Arabia war du arreter haCilicia war du annorzh. Enderc'hel a rae un darn eusMezopotamia ha rouantelezhioùCommajen,Sophene, hagAdiabenn, a voe, hervezPlinius an Henañ, anvetAsiria gwechall. E maread Plinus, avat e oa bet rannet an douar etre meur a broviñs roman :Judea (diwezhatoc'h Palestina) er pezh a zo hiziv Israel, Palestina ha Jordania,Phoenicia er pezh a zo hizivLiban,Coele-Syria haMezopotamia.

    Istor

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]
    Kartenn Siria

    Enklaskoù arkeologiek o deus diskouezet eo Siria kavell ar sevenadurioù koshañ. War-dro keodedEbla, dizoloet e1973, en em astenne un impalaeriezh semitek vras a dizhe he harzoùTurkia en norzh hag arMor Ruz erreter etre 2500 kent J-K ha 2400 kent J-K.

    Dalc'het e voe ar vro gant arGanaaniz, anHebraiz, anArameiz, anAsiriiz, arVabiloniz, arBersed, anArmeniz, arRomaned,Bizantion, anArabed hag, evit darn anezhi, ar groazidi. Gant anImpalaeriezh Otoman e voe peuraloubet e 1517. Ur perzh bras he deus bet Siria en istor argristeniezh, rak war hent he c'hêr-benn,Damask, eo e voe gounezetSant Paol d'ar feiz kristen. E Siria, enAntiok, e voe diazezet ar gumuniezh kristen gentañ er-maez eusJeruzalem.

    Damask a zo unan eus ar c'hêrioù koshañ er bed gantVaranasi haJeriko. Diazezet etre 8 000 ha 10 000 bloavezh 'zo hag atav eo bet annezet abaoe. Gant ar vuzulmaned e voe aloubet e 636, goudeemgann Yarmouk, ha da gêr-benn animpalaeriezh Omayad. Kêr-benn ar bed islamat e chomas betek 750 pa gemerasBaghdad he lec'h.

    D'ur gêr-benn broviñsel eusimpalaeriezh ar vamlouked ez eas e 1260 ha distrujet e voe e 1400 gantTamerlan a gasas un darn eus hec'h annezidi daSamarkand. Adsavet e voe ha kenderc'hel a reas da vezañ ur gêr-benn betek 1517 pa voe kemeret gant anImpalaeriezh otoman. Homañ a gontrollas anezhi betek 1917, war-bouez etre 1832 ha 1840 pa voe dalc'het gantEgipt.

    Mandad gall

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    Kontrol an Impalaeriezh otoman a echuas pan antreas nerzhioù anEmsavadeg Arab eDamask e 1918, e fin arbrezel-bed kentañ. Ur rouantelezh arab dizalc'h a voe savet,Faisal he roue. Ne badas ket pell e ren, avat ha ret e voe dezhañ mont kuit pa aloubas ar C'hallaoued Siria d'an 23 a viz Gouere 1920 da rediañ armandad a oa bet roet dezho gantKevredad ar Broadoù. Goudeemgann Maysalun etre al lu siriat renet gantYusuf al-Azmeh ec'h antreas an arme c'hall eDamask d'ar 24 a viz Gouere 1920.

    Gant un diorroadur armerzhel hag un arnevezadur eus an isframmioù e voe merket maread ar mandad. Ar santimant broadelour a greskas, avat, hag emsavadegoù niverus a darzhas, an holl anezho gwasket a-benn-krak.

    Goude faezhidigezh Frañs e 1940 ez eas ar vro dindan kontrollgouarnamant Vichy. He mirout a ra betek an aloubidigezh saoz (skoazellet gant arC'hallaoued dieub) e miz Even 1941. Oberiantiz ar vroadelourien siriat a redias Frañs da dennañ kuit e soudarded e miz Ebrel 1946. Lezel a reas ar galloud etre daouarn ur gouarnamant republikan strollet e-pad maread ar mandad.

    Frankiz

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]
    Shukri al Quwatli, prezidant kentañ Siria goude an dieubidigezh, etre daou ofiser eus morlu ar Stadoù Unanet

    Ur feur-skrid a varc'hatas Siria gant Frañs e Gwengolo1936. Mohammad Al-Abid a oa ar prezidant kentañ da vezañ dilennet gant ur vonreizh tost a-walc'h ouzh hini Frañs. Homañ a nac'has kadarnaat ar feur-skrid ha mirout a reas soudarded e Siria betek 1946. Shukri al-Quwatli a voe dilennet da brezidant pa voe roet he frankiz (dindan gwarez Frañs) d'ar vro goude ma voe bet kaset kuit soudardedVichy. Kalz trubuilhoù a oa, avat, goude aet kuit al lu gall.

    Perzh Siria erbrezel israel-arab kentañ

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    Ur roll bihan a zo bet c'hoariet gant Siria er brezel-se. Er c'hontrol eus ar pezh a greder alies ne oa ket pal ar pennoù arab distrujIsrael.AbdullahI eusJordania hagAbdul Aziz eusArabia Saoudat na gasjont nemet nerzhioù arouezek ha klask a raent da sioulat o fobl kentoc'h eget adkemer krog warIsrael.Farouk Egipt a voe an hini nemetañ a glaskas, en un doare sirius, adkemerPalestina.Liban, Siria hagIraq n'o doa ket tuioù da vrezeliñ.

    E Mae 1948, just kent ma kasas Siria soudarded ePalestina n'he doa nemet 4 500 a dud barrek da stourm hervez ar servijoù kuzh saoz. Hervez Glubb Pasha ne oa nemet 3 000 anezho hag hervez arCIA ne c'helle ket Siria lakaat prest en tu-hont da 2 500 a dud.

    Faezhet e voe Siria e kêriadenn Samakh ha kibbutzim Degania A ha B war-du su allenn Tiberiad, met gouest e voe da zerc'hel ur vandenn douar strizh e-kichen an harzioù hag e biz Palestina, war-dro Dan, ha teir enezennad e su, kreiz ha norzh Palestina. Skoazell an ALA a nac'has, avat, ar pezh a aotreas an Israeliz d'he diarbenn ha d'he c'has en tu arall d’an harzoù.

    Taolioù-stad

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    Goude faezhidigezh 1949 e voe gwanaat ar gouarnamant gant un heuliad taolioù-stad hag e miz-du 1949 e kemeras Adib Shishakli ar galloud. E 1951 en em embannas prezidant goude dilennadegoù falset ha divodañ a reas ar parlamant.

    Ren sivil

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    Goude diskar Adib Shishakli e-pad untaol-stad e 1954, ec'h erruas ur gouarnamantsokialour habroadelour arab er galloud. Distabil e chomas ar vro, avat, ha goude trec'hEgipt e-padEnkadenn Suez e1956 e kendeuzas Siria ganti da vont d'ober arRepublik Arab Unanet.

    Ar Republik Arab Unanet

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    Ne voe ket an unvaniezh ur berzh avat. Goude untaol-stad nevez d'ar 28 a viz Gwengolo 1961 ec'h adgemeras ar vro he frankiz. An distabilder a gendalc'has avat betek ma stalias un taol-stad nevez ur strollad ofiserien eus an tu-kleiz er galloud : Kuzul Broadel ar Gourc'hemenn Dispac'hel. Gant arStrollad Ba'ath e oa renet ar gouarnamant nevez.

    Ar Strollad Ba'ath a gemeras ar galloud enIraq miz diwezhatoc'h ha kendivizioù a voe etrezi, Siria hagEgipt da adkrouiñ ur riez arab unanet. Ur referendom a zlee asantiñ d'an unvaniezh met ur raktres e chomas ha netra all. Eus an atroperezhioù ez eas kuit Egipt hag e miz Du 1963 e voe kaset kuit ar Strollad Ba'ath eus ar galloud en Iraq. E miz Mae 1964 ec'h aozas prezidant ur vonreizh hag envel a reas ur parlamant. Kaset kuit e voe e 1966, avat, gant un taol-stad aozet gant ur c'havailh eus ar Ba'ath.

    Ar gouarnamant sokialour lakaet er galloud gant taol-stad 1966 a voe gwanaet gant faezhidigezh 1967 a-enepIsrael. E-pad arBrezel a c'hwec'h devezh ec'h aloubas homañ ziwezhañ arGolan a zo dalc'het ganti c'hoazh hiziv.

    C'hwitadenn an hanterourañs siriat e-pad enkadenn "Miz Gwengolo Du" a atizas ar bec'hioù e-barzh ar gouarnamant siriat ha d'ar 13 a viz gwengolo 1970 e voe kemeret ar galloud gant ministr an difenn,Hafez al-Assad.

    1970 - 2000

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    Soliad ar galloud

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    Goude e daol-stad e savasHafez al-Assad ur frammadur nevez evit ar vro. Ur parlamant nevez a voe anvet gant 87 eus an 123 sez dalc'het gant izili ar Ba'ath. Ar rest a voe rannet etre "renkadurioù poblek" hag un nebeud strolladoù bihan. E miz Meurzh 1971 e talc'h ar Ba'ath e gendalc'h rannvroel ha dibab a ra ur c'huzul gourc'hemenn ranvroel nevez. Ur referendom a gadarna ar ren nevez hag ur vonreizh nevet a voe savet e 1973.

    Brezel ar C'hipour

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    E 1973 ec'h argasas Siria Israel asambles gant Egipt da adkemer arGolan. Goude un nebeud berzhioù e voe faezhet al lu siriat gant ar arme israelat. Atroperezhioù bleniet gantHenry Kissinger a aotreas ar vro da adtapout un darn eus tachenn Siria ar pezh a livas ar gouarnamant evel un trec'h. Adalek 1973 eo sioul a-walc'h an talbenn zoken ma n'o deus ket sinet an div vro ar peoc'h.

    Hanterourañs e Liban

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    O kollbrezel diabarzh Liban e oa ar gristenien varonek e 1976. D'o saveteiñ e kasas Siria 40 000 soudard met d'empleget er brezel ez eas buan tre. E-pad tregont bloavezh e viro Siria soudarded eLiban. E-pad ar pemzek bloavezh-se ma pado ar brezel diabarzh e stourmas Siria evit kontrolliñ ar vro ha disfontañ galloud Israel er c'hreisteiz. Goude diskar arJeneral Aoun e redias Siria ar c'habaloù libanat da sinañemglev Taif e 1989.

    Siria a voe rediet da vont kuit eus Liban e 2005 goude muntr ar ministr kentañRafiq Al-Hariri.

    Kinnigoù ouzh ar ren

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    Div wech e voe klasket diskar ren aotrouniek Hafez Al-Assad. Etre 1976 e 1982 ec'h enebas arBreudeur Muzulman outañ. Daelañ a rae likter ar strollad Ba'ath ha galloud anAlawied a gavent disivouder. E 1982 en em emsavas ha derc'hel a rejontHama e-pad un nebeud devezhioù. Gant a lu e voent gwasket, avat.

    E 1984 e klaskasRifaat al-Assad, breur da Hafez Al-Assad, kemer ar galloud gant skoazell an nerzhioù surentez a oa kontrollet gantañ tra ma oa e vreur en ospital. C'hwitañ a reas war e daol ha mont en harlu a voe ret dezhañ.

    Brezel ar Pleg-mor

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    E-kerzhBrezel kentañ ar Pleg-mor e kemeras Siria perzh. Goude faezhidigezhSaddam Hussein e kemmas, evit ur c'houlzad, Siria he folitikerezh e-keñver Israel hag ar broioù arab arall. Kendaelioù a grogas gant Israel met c'hwitañ a rejont.

    Marv Hafez al-Assad

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    D'ar 10 a viz Even 2000 e varvasHafez al-Assad goude 30 bloavezh er galloud. Un nebeud eurvezhioù goude e varv e cheñchas ar parlamant ar vonreizh da aotren e vabBashar al-Assad da zont da brezidant nevez. Kadarnaet e voe e anvidigezh gant ur referendom d'ar 10a viz Gouere 2000.

    2000 - bremañ

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    En e brezegenn gentañ dirak Kuzul ar Bobl, d'ar 17 miz Gouere 2000 e prometas Bashar al-Assad adreizhadurioù politikel hag e-pad ur prantad a anvor "Nevezamzer Damask" (gouere 2000 - c'hwevrer 2001) e krogas izili an enebouriezh zemokratel da vanifestiñ. O oberiantizoù a waskas ar gouarnamant zoken ma chom nebeutoc'h mac'hus eget dindan ren Hafez Al-Assad. Aotret e oa bet a internet hag ar pellgomzerien hezoug hag un nebeud strolladoù-enebouriezh a voe bet savet.

    Monet a reas an traoù war-gil buan a-walc’h o vezañ ma c’houlenne an eneberezh politikel re a araokadennoù ha m’en doa aon Bashar al-Assad, levezonet sur mat gant "gward kozh" arstrollad Baath, evit stabilded e vro.

    Merket e voe pennrenerezh Bashar al-Assad betek 2011 gant emdennadeg an arme sirian diouzh Liban etre 2001 ha 2005 hag an tamalloù a-zivout marv Rafic Hariri.

    Brezel-diabarzh

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    * Pennad spisoc'h:Brezel diabarzh Siria

    Da geñver (pe un tammig da heul) annevez-amzer arab e savas e vouezh hag en em savas ul lod ag ar boblañs a-enep d’ar renad baathour adalek miz Meurzh2011 (er c’hêrioù bras). Taget e voe savadurioù ofisiel ha re ar strollad. Bashar a c’hourc’hemennas neuze ma voe moustret an emsavadeg (kalz asunnaaded a gemer perzh enni). Evit respont d’ar gostezenn enep ec’h aozas aduidi ar renad manifestadegoù bras o tiskouez splann an dispartioù politikel, kenelel ha diwar gredenn (meur a relijion zo e Siria) e-mesk ar Sirianed. E2013 e seblant an traoù bout stanket da vat gant urbrezel-diabarzh krisoc’h-krisañ hag ur pouez brasoc’h eus anislamouriondjihadour e-mesk an eneberezh milourel. Evit ul lodenn vat ag ar boblañs e vir Bashar al-Assad gwirioù ar minorelezhioù gourdrouzet herveze gant ar muianiver sunnaat.

    Proviñsoù Siria

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    E 14 gouarneriezh pemuhafazat (unander:muhafazah). Gant ur gouarner anvet gant ar Prezidant goude ur c'hinnig eus Ministr an Diabarzh. Gant ur c'huzul dilennet eo skoazellet-eñ.

    1. Damask
    2. Rif Dimashq
    3. Quneitra (un darn anezhi a zo dalc'het gantIsrael)
    4. Dara
    5. As Suwayda
    6. Homs
    7. Tartous
    8. Latakia
    9. Hama
    10. Idlib
    11. Aleppo
    12. Ar Raqqah
    13. Dayr az Zawr
    14. Al Hasakah
    Proviñsoù Siria.
    Proviñsoù Siria.


    g  ka  ke
    StadoùAzia
    StadoùAzia

    AfghanistanArabia SaoudatArmenia2Azerbaidjan1BahreinBangladeshBhoutanBruneiEgipt3Emirelezhioù Arab UnanetFilipinezIndiaIndonezia5IranIraqIsraelJapanJordaniaJorjia1KambodjaKazac'hstan1Kiprenez2KirgizstanKorea an NorzhKorea ar SuKoweitLaosLibanMalaysiaMaldivezMongoliaMyanmarNepalOmanOuzbekistanPakistanQatarRusia1Republik Pobl SinaRepublik Sina (Taiwan)SingapourSiriaSri LankaTadjikistanThailandTimor ar Reter4Turkia1TurkmenistanViêt NamYemen

    Stadoù ha n'int ket anavezet :Nagorno-Karabac'h2

    Tiriadoù gant ur statud dibar :Hong KongMakaoPalestina

    1. EnEuropa evit un darn. 2. EnAzia e-keñverdouaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eusEuropa evit abegoù istorel ha sevenadurel.
    3. EnAfrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù enOkeania. 5. EnOkeania evit un darn.


    g  ka  ke
    Izili hag arsellerienAozadur ar C'hevelerezh Islamek (AKI)
    Izili
    Afghanistan · Albania · Aljeria · Aod an Olifant · Arabia Saoudat · Azerbaidjan · Bahrein · Bangladesh · Benin · Brunei · Burkina Faso · Djibouti · Egipt · Emirelezhioù Arab Unanet · Gabon · Gambia · Ginea · Ginea-Bissau · Guyana · Indonezia · Iran · Iraq · Jordania · Kameroun · Kazakstan · Kirgizstan · Komorez · Koweit · Liban · Libia · Malaysia · Maldivez · Mali · Maouritania · Maroko · Mozambik · Niger · Nigeria · Oman · Ouganda · Ouzbekistan · Pakistan · Palestina · Qatar · Senegal · Sierra Leone · Siria · Somalia · Soudan · Surinam · Tadjikistan · Tchad · Togo · Turkia · Tunizia · Turkmenistan · Yemen
    Banniel AKI
    Banniel AKI
    Arsellerien
    StadoùBosnia-ha-Herzegovina · Republik Kreizafrikan · Rusia · Thailand · Republik Turk Kiprenez an Hanternoz
    Kumuniezhoù muzulmanTalbenn Dieubidigezh Broadel Moro
    Aozadurioù etrebroadelAozadur Kenlabour Ekonomikel · Unaniezh Afrika · Kevre Arab · Luskad ar Broioù Didu · Broadoù Unanet
    g  ka  ke
    Kevre ar Stadoù Arab
    IziliAljeria · Arabia Saoudat · Bahrein · Djibouti · Ejipt · Emirelezhioù Arab Unanet · Irak · Jordania · Komorez · Koweit · Liban · Libia · Maouritania · Maroko · Oman · Palestina · Qatar · Siria · Somalia · Soudan · Tunizia · YemenBanniel Kevre ar Stadoù Arab
    ArsellerienBrazil · Eritrea · India · Venezuela
    Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Siria&oldid=2151411 »
    Rummad:

    [8]ページ先頭

    ©2009-2026 Movatter.jp