Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Sinai

Eus Wikipedia
Ledenez Sinai gwelet eus an oabl.

Sinai (arabeg: سيناءSīnā) a zo ulledenez tric'hornek lec'hiet etre arMor Kreizdouar en norzh hag arMor Ruz er su, gantKanol Suez haPleg-mor Suez er c'hornaoueg, hag an harzoù etreIsrael hagEgipt haPleg-mor Aqaba er reter. Emañ al ledenez enAzia, met perc'hennet eo gantEgipt, a zo enAfrika war-bouez Sinai. War-dro 60 000 km² zo dindani ha war-dro 500 000 a dud a zo o vevañ enni. Menezioù brudet a zo e Sinai, evelMenez Santez Katell, a dap 2 642 m (menez uhelañ Egipt eo), haMenez Sinai (2 285 m), a vije bet, hervez arBibl, al lec'h m'en dije resevetMoizez anDek Gourc'hemenn. EmañManati Santez-Katell nepell ac'halese.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sinai&oldid=2118574 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp