Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Silabenn

Eus Wikipedia

Arsilabenn a zo anezhi un unded yezhoniel o tennañ d'ar yezh komzet. Pep silabenn he devez dre ret urgraoñell (peurliesañ urvogalenn) ha sonennoù all a c'hell bezañ ouzhpennet outi. A-bouez e c'hell bezañ silabennoù ur yezh evit gouzout e pelec'h emañ antaol-mouezh e pep ger ha neuze evit ar metroù implijet evit sevelbarzhonegoù hag all.

Struktur ar silabenn

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Setu struktur diazez ar silabenn:

Ar c'hraoñell eo an elfenn ret nemeti.

Dre vras e vez kavet sonennoùmouezhiet e kraoñell ar silabenn, peurliesañ urvogalenn pe veur a vogalenn. A-wechoù avat ez eus urgensonenn silabennek e kraoñell ar silabenn, da skouer |[l]| pe |[r]|.

Ret eo da bep silabenn kaout ur graoñell dre vras. Ar silabenn a c'hell kaout ul lost pe get. Pa vez ul lost ouzh ar silabenn e vez gretsilabenn serr anezhi hasilabenn digor a vez graet eus ar re n'o deus lost ebet. Da skouer ("C" = kensonenn; "V" = vogalenn):

  • silabennoù digor:V, CV, CCV...
  • silabennoù serr: VC, CVC, CVCC...

Tost holl yezhoù ar bed a ra gant silabennoù digor, met n'eo ket an holl a ra gant silabennoù serr ivez.

Fonologiezh ar silabenn

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ar reolennoùfonotaktikel a dalvez da c'houzout peseurt sonioù a c'hell implijout ur yezh bennaket ha penaos e c'hellont bezañ implijet ganti. Da skouer e c'heller ebrezhoneg kregiñ ur ger gant an div gensonenns +k asambles ("skol") met eportugaleg e ranker ouzhpennañ une ("escola"). Struktur ar silabennoù a cheñch ivez a yezh da yezh hervez reolennoù fonotaktikel resis.

Evel-se e ra yezhoù evel arjapaneg, daoust ha ma vez implijet silabennoù digor gant kazi holl yezhoù ar bed, gant silabennoù serr gant "-n" nemetken. Yezhoù evel arsinaeg a rank ober gant silabennoù digor hag en o fenn ur gensonenn d'ar muiañ. Yezhoù all evel anarabeg a rank kregiñ pep silabenn gant ur gensonenn.

Ar silabennoù hag an taol-mouezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Alies a-walc'h ez eus ul liamm strizh etre lusk ar gerioù (an taol-mouezh) ha struktur ar silabennoù a zo enne. Elatin e ouzer da skouer e pelec'h emañ taol-mouezh pep ger dre zielfennañ struktur ar silabennoù.

Yezhoù hep silabennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

N'eo ket sklaer ha bez' ez eus urperzh hollek eus ar silabenn rak un nebeud yezhoù ral pe raloc'h evel annuxálk (pebella coola) a ra gant gerioù enne kensonennoù hepken, da skouer :

xłp̓x̣ʷłtłpłłskʷc̓ [xɬp’χʷɬtɬpɬːskʷʦ’] 'gantañ e oa ur blantenn (saoz. "bunchberry")'    (Bagemihl 1991:16)


Gwelet ivez :

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Silabenn&oldid=1984307 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp