Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Sikhegezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eusSikhed)
Krogit e-barzh !
Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ
Sikhi Khanda
Istor Sikhiouriezh
Kredennoù sikh
Sikh
Ar C'hurued Sikh
Bhagatoù Sikh
Tud sikh dibar arall
Predouriezh
Kredennoù
Talvoudegezhioù ·Berzioù
Teknikoù
Neuzioù arall ·Bani
Kustumoù sikh · Roll
Skriturioù
Guru Granth Sahib
Adi Granth ·Dasam Granth
Rummadoù
Termennoù sikh ·Kustumoù
Istor ·Category:Familh ar c'hurued sikh
Gurdwara ·Lec'hioù ·Politikouriezh



Ar sikhegezh (pandjabeg: ਸਿੱਖੀsikkhī) a zo urrelijion a zeraouas e-pad arXVIvet kantved egwalarnIndia gant kelennGuru Nanak Dev hag an navguru denel a zeuas war e lerc'h. Gant hec'h izili e vez anvet ar relijion SikhGurmat (kelenn ar c'houroued) pe Sikh Dharma. Sikhegezh a zeu eus ar gersikh a zeu eus arsañskritegśiṣya - studier, diskibl. Ar sikhed a ya d'ober ar pempvet kumuniezh relijiel vrasañ er bed.

Kredenn bennañ ar Sikhegezh a zo feiz en unDoue hepkenVāhigurū hag a vez arouezet gant anēk ōaṅkār. Kavout a ra d'ar Sikhed e tleer klask ar salud drebrederiañ a-zivout anv ha kemennad Doue. Dezho eo ret heuliañ kelennadur an dekGuru Sikh hag o levr santel - arGurū Granth Sāhib - hag a zo ennañ oberennoù meur a skrivagner diwar-benn danvezioù liesek. Divizet e voe gant an dekvet guru,Gobind Singh e vo guru diwezhañ arKhalsa Panth.

E kreizenn sevenadur arPanjab emañ ar Sikhegezh.

Bez' ez eus 23 milion a sikhed er bed met an darn vrasañ anezho a vev e stadPanjab, enIndia.

Kredennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

En hengoun relijiel eusIndia ar kreiznoz emañ gwrizioù ar Sikhegezh. Pouezus-tre e oa hengoun arSant Mat e kelennadurezh diazezer ar Sikhegezh, Nanak. Levezonet e oa hemañ gant doktrin Kabir, gant arVaichnaviegezh (arBhakti dreist-holl) ha gant ar Soufiegezh. Disheñvel eo ar Sikhegezh diouzh arVaichnaviegezh dre ma nac'h an idoloù avat, doktrin anavatared hag ar pouez a ro d'an deoliezh diabarzh. Embreg ar sikhegezh a vefe diaesoc'h eget hini arBhakti.

Gant klaskourien e oa bet livet ar Sikhegezh evel ur feiz zizalc'h pe ur relijionsunc'hretek a gengejfe elfennoù eus anHindouegezh hag anIslam. Ar Sikhed a gred e voe roet o relijion dezho gant Doue hag ar bennozh a vefe ar sikhegezh ur relijionsunc'hretek herveti a vez kavet kunujennus gant lod anezho.

Doue

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Er Sikhegezh eoDoue - anvetVāhigurū -distumm,peurbad hanann-sellet. Livañ a reas Vāhigurū evel ur c'houer, nemetañ, personel ha trehont. Da gavout ar salud e tle ar c'hreder perc'hennañ ur feiz hag un darempred don gantañ.

Hollvezañt ha difin eo Doue ha livet eo gant an dermennēk ōaṅkār. Kent krouidigezh ar bed na oa nemet Doue hag e youl difin (''hukam''. Pan hen c'hoantas e voe ar bed a-bezh krouet. Adalek-se e vagas Doue karantez an dud evit armaya.

Tra ma ne c'hell ket an dud kompren Doue penn-da-benn en-doa skrivet Nanak e c'helle kaout un anaoudegezh darnel anezhañ. Bezañt eo Doue e-barzh E holl grouidigezh ha gwellus eo evit ar re zihunet. Hevez Nanak e tle bezañ gwelet gant al "lagad diabarzh" per ar "galon". Dleout a ra ar grederien prederiañ da vont war-raok war hent ar sklêrijenn. Ur pouez bras a roe d'ar brederiadenn rak aotren a ra an dud da gaout darempred gant Doue. Reizh ebet en-deus Doue ha, hervez, Nanak, en-deus krouet ar vuhez war meur a ved.

Kavoud ar salud

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kelennadur Nanak n'eo ket diazezet war ar vennozh abaradoz pe ainfern. E bal a zo un unvaniezh bersonel gant Doue hag a vlen d'ar salud. An diarbennoù pennañ war hent ar salud-mañ a zo an diemglevioù hag ar garantez evit traoù ar bed. An traoù-se a vac'h an dud e-barzh un heuliad difin ag adc'hanidigezhioù. arkarma eo anvet ar meiziad-mañ.

Armaya - touell pe iwirionez - a zo unan eus an diarbennoù pennañ ouzh ar salud. Distroet ez eo an dud eus an deoliezh gant dudioù bedel na roont nemet plijadurioù touellek. Evit Nanak, avat, e oa diwirionez ar bed nebeutoc'h pouezus eget hini e dalvoudegezhioù. Levezon anego, arc'hounnar, argwallc'hoant, arc'hoantegezh ha karantez evit an traoù bedel - anvet arpemp droug - a zo noazus pergen. Tonkad an dud c'hloazus d'arpemp droug a zo an disrannidigezh digant Doue hag un deoliezh kreñv eo ar remed nemetañ. Hervez Nanak eo didalvez an deoliezh divaez (emgastizerezh, pirc'hirindedoù, lidoù). Eus ar galon hag ar spered e tle an deoliezh wir dont.

Al lid pennañ eo arNām Japō, ur brederiadenn a adlavarer difin anv Doue en he fad. Ur c'hustum boutin a zo en India d'adlavarout anv Doue pe ur silabenn sakr met ar relijion sikh a bouez war zoare personel al lid. Ma'z eo graet mat e tizh ar''Nām Japō'' d'an unvaniezh gant Doue, arSach Khand.

Un darn bouezus Sikegiezh eo arkirat karō, ar redi evit pep kreder da labourat gant dezo ha da bleustriñ da vezañ gouestl da wareziñ ar re wanoc'h. Dezhañ eo ret kaout ur gweled gwellwelus ha laouan ar vuhez, un dra a anve Nanakcaṛdī kalā ha rannañ e draoù gant ar gummuniezh (Vaṇḍ chakkō).

An dek Guru hag an aotrouniezh relijiel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Eus ur ger sañskritek a dalvez "kelenner" pe bleinier e teu an dermennguru. Gant dek guru e voe diazezet ar sikhiegezh etre 1469 ha 1708. Ledanaat ha kreñvaat a reas pep guru ar c'hemennad lezet gant e ziagentourien.Guru Nanak Dev a oa ar guru kentañ tra ma voeGobind Singh an hini diwezhañ. Kent e varv e tekredas e vefe arGurū Granth Sāhib guru-dibenn ar sikhed.

Goude marv Nanak e teuas lankad pouezusañ krouidigezh ar relijion sikh. Diskibien en-doa Nanak met aozadur ebet en-doa savet. Ur gumuniezh wir a grogasGuru Angad da sevel dre grouiñ lidoù ispisial evit ar ganidigezhioù, an euredoù hag an obidoù. Un urzhaz a veleien (manj).

Erlec'hierGuru Angad,Guru Amar Das a ziazezasAmritsar ma'z eo lec'hiet anHarimandir Sahib. E vab yaouankañ,Guru Arjun a yeas da c'huru goudezañ. Eñv eo a gendastumas ar skriturioù sikh. Bac'het ha lakaet d'ar mav e voe gant animpalaeriez Voghol a stourme ouzh ar relijion nevez. E varv a vroudas e erlec'hierien da sevel un aozadur milourel ha politikel barrek da zifenn ar c'humuniezhioù sikh.

Ar c'hwec'hvet guru,Guru Hargobind, a grouas un ensavadur ispisial da gemer divizioù e-pad un enkadenn, anAkal Takht, a zo e sez a-dal anHarimandir Sahib. ArSarbat Ḵẖālsā en em vod enAkal Takht e-pad gouellioù 'zo evel ar Vaisakhi pe an Diwali ha pan eus divizioù da gemer. Urgurmatā a zo un diviz kemeret gant arSarbat Ḵẖālsā dirak ar Gurū Granth Sāhib. Dleout a ra urgurmatā sellout ouzh pennaennoù diazezel ar relijion sikh ha d'an holl siked eo ret da sentiñ outañ.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Guru Nanak Dev.

Guru Nanak Dev, diazezer ar Sikhegezh, a oa bet ganet eRāi Bhōi dī Talvaṇḍī, ur geriadenn anvetNankana Sahib hiziv ha lec'hiet e-kichenLahore, er pezh a zoPakistan hiziv. Urpatwari e oa e dadMehta Kalu . E vamm a oaTripta Devi . Ur c'hoar en-doa,Bibi Nanaki. E gerent a oaC'hatried eus ar c'hlanBedi. Teoget gant ar relijion e oa Nanak pa oa ur paotr yaouank hag e c'hoant a anaoudigezh a zegasas anezhañ da vont kuit eus e gêr. E-pad ar maread-se, war a lavarer, e kejas Nanak gantKabir (1440–1518), un den santel azaouezet gant tud a veur a feiz.

Hervez an hengoun ez eas Nanak diwar wel pa oa 30 vloaz. E-pad un nebeud a zevezioù e kreded e oa beuzet en ur stêr lec'hiel,Kali Bein hec'h anv. Distreiñ a reas tri devez goude-se ha respontiñ a reas d'ar goulennoù"nā kō hindū nā kō musalmān" - n'eus hindou ha muzulman ebet. Adalek an ampoent-se eo e krogas Nanak da kelenn ar pezh a furmo diaz ar sikhegezh. Daoust ma'z eus tabud diwar-benn an hent en-doa heuliet e kreder en-deus graet pevar beaj vras. An hini gentañ a vleinia anezhañ enAssam haBengal, an eil eSri-Lanka, an trede eKachmir,Ladac'h haTibet hag an hini bevare enArabia.

Gant Sulakhni, merc'h ur marc'hadourriz eusBatala, e oa dimezet ha daou vab en-doa. An hini koshañ,Sri Chand, a oa un emgastizer hag a ziazezassektenn anUdasied. An hini yaouankañ, Lakshmi Das, a choazas ar vuhez vedel. Evit Nanak, a grede enrāj maiṁ jōg (diseblanted er vuhez vedel), ne oant ket barrek da vont da c'hurued.

Kresk ar gumuniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E 1571 e choazas NanakLahiṇā, unan eus e ziskibl, evel e erlec'hier. En em adenel a reasGuru Angad ha d'an eil guru eus ar sikhed ez eas. Daoust ma ne oa Sri Chand un den sklouf e c'hoanage an Udasied ez efe da c'huru goude e dad. Nac'hañ a reas da zegemer diviz Nanak. Oc'h heuliañ alioù Nanak ez eas kuitGuru Angad eusKartarpur, lec'h ma veze o chom gant Nanak ha da Khadur, lec'h ma veve e wreg, ez eas. Aze e chomas betek ma voe barrek da adunvaniñ ar gumuniezh. Kenderc'hel a reas Angad labour Nanak ha reizhañ a reas arSkritur gurmukhi.

D'an trede guru ez eas Guru Amar Das e 1552. D'ur greizenn relijiel bouezus e lakaasGoindval ha prezegiñ a reas e-keñver kevatalder ar reizhoù. Difenn a reas arsati hag arpurdah ha broudañ allangar. Goulenn a reas ouzh an holl a zeue d'e welout da gemer perzh ennañ. Stummañ a reas 146 abostol, hag a oa 52 maouez en o zouez. E lezvad Jēṭhā e anvas da vleiniañ ar gumuniezh war e lerc'h.

DaC'huru Ram Das ez eas Jēṭhā. Eñ eo a ziazezas Ramdaspur hag a yafe diwezhatoc'h daAmritsar. E 1581 ez eas e vab yaouankañ d'ar pempvet Guru dindan anvGuru Arjun. Eñ a savas arHarimandir Sahib (anvet ivez an azeuldi alaouret) ha kregiñ a reas da brientiñ anĀdi Granth dre zastumañ skridoù ar c'hurued diraog. Boureviet ha lazhet e voe gant an impalaerMogholJahangir e 1606 peogwir en-doa harpet ur skraper ha nac'het da gemm an Ādi Granth.

Krouidigezh ur gummuniezh bolitikel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Da c'hwec'vet guru ez easGuru Hargobind. Daou gleze a zouge, unan evit ar galloud speredel hag unan arall evit ar galloud amzeriat (anvetmīrī hapīrī er sikhegezh). D'ur gumuniezh zizalc'h gant ul lu barrek d'o difenn ez eas ar sikhed. E 1644 ez easGuru Har Rai da c'huru, war-e-lerc'h e teuasGuru Har Rai. Ar gwerzioù kenaozet ganto na oant ket bet lakaet el levr santel eus ar sikhed.

Da c'huru ez easGuru Tegh Bahadur e1665 ha ren a reas ar sikhed betek ma voe lakaet d'ar marv gantAurangzeb peogwir en-doa gwarezet Hindoued ha nac'het da vont da vuzulman. E vab, Gobind Rai, a ren war-e-lerc'h. Gobind Rai, na oa nemet nav bloavezh pa'z eas da c'huru dindan anvGobind Singh a vilourekaas muioc'h c'hoazh ar siked. Badezet e voe gant arPañj Piārē ha krouiñ a reas arKhalsa e1699. An dizemglev gant an impalaeriezh Voghol a gendalc'has ha goude ma en-doa lazhet Aurangzeb pevar eus e vibien e kasasGobind Singh arZafarnāmā dezhañ.

Un tammig kent e varv e tivizasGobind Singh e vefe arGurū Granth Sāhib guru nemetañ ar sikhed. An aotrouniezh vedel a roas d'arKhalsa.Banda Bahadur, un emgastizer a gargas da gastizañ ar re o-doa heskinnet ar sikhed. Goude e varv e teuasGobind Singh da vezañ da benn al lu sikh. Lakaet d'ar marv e voe gantJahandar Shah goude m'en-doa nac'het da vont d'ur muzulman.

Goude diskarr an impalaeriezh Voghol ez eas ar sikhed d'un nerzh galloudus en India. Ur riez sikh a ziazezasMaharaja Ranjit Singh erPenjab.Lahore e voe e hêrbenn hag en em astenn a rae betektremenlec'h Kaiber. Goude e varv e tiskaras, avat, ha gant ar Saozon e voe staget goude arbrezelioù saoz-sikh.

Harpañ a reas ar sikhed arC'hendalc'h Broadel Indian met krouiñ a rejont ivez daou aozadur da wareziñ o interestoù : arShiromani Gurdwara Prabandhak Committee hag arShiromani Akali Dal. E-paddisrannadur India e1947 e voe lazhet miliadoù a sikhed ha ret e voe da vilionoù arall da dec'hout o mammvro. Daoust ma'z eo aetPenjab d'ar stad pinvidikañ enIndia goude anDispac'h Glaz e krogas ur strollad eus sikhed bleiniet gantJarnail Singh Bhindranwale da stourm evit ur stad sikh dizalc'h, arKhalistan.

Levrioù Santel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Daou levr santel o-deus ar sikhed : ar Gurū Granth Sāhib hag an Dasam Granth.

Adi Granth

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

War a greder e voe skrivet anAdi Granth gantBhai Gurdas dindan goursellGuru Arjun etre 1603 ha 1604. ErSkritur gurmukhi e vez skrivet. Homañ a voe krouet da wareziñ kelennadurezh ar c'hurued Sikh. D'an amzer ma voe skrivet an Adi Granth e oa kinniget galloud Arjun gant dalc'hidi Prithi Chand, e vreur ha keveler.

Dornskrid orin an Adi Granth a vez anvetkartārpur bī ha perc'hennet e gant ar familh Sodhi eus Kartarpur.

Guru Granth Sahib

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Un dornskrid eus ar Gurū Granth Sāhib.

Eilstumm diwezhañ arGuru Granth Sahib a voe dastumet gantGobind Singh. Kenaozet eus an Adi Granth hag eus melganoùGuru Tegh Bahadur. GantGuru Granth Sahib e voe dekretet e vo ar Guru Granth Sahib guru peurbad ha bev ar sikhed. Enderc'hel a ra skridoù eus ar pemp guru kentañ, eusGuru Tegh Bahadur hag ur werzenn nemeti gantGobind Singh. Kelenadurezh ar sent evelKabir,Namdev,Ravidas haSheikh Farid a endalc'h ivez.

Rannet eo an destenn eragaoù hag a zo isrannet hervez o hirded pe o aozour. 31 raga ez eus er Guru Granth Sahib. Skrivet eo eSant Bhāṣā, ur yezh kar d'anhindieg ha d'arpenjabeg hag a veze kalz implijet e norzhIndia e-pad arc'hrennamzer gant ar prezegerien boblek. Ar Guru Granth Sahib a endalc'h 5000shabad pe meulganoù.

Gant arMūl Mantra, ur werzenn skrivet gant Nanak e krog ar Guru Granth Sahib

Relijionoù Dharmek
BoudaegezhHindouegezhJainegezhAyyavazhiSikhegezh
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sikhegezh&oldid=1984514 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp