Sic zo ur gerlatin hag a dalv "evel-se". Anezhañ e vefe deuet, hervez yezhourien zo, ar gerioù spagnolek ha galleksi.
Tri doare a c'haller gwelout en e implij:
- Peurvuiañ e vez implijet etrekrommelloù evit menegiñ komzoù pe skridoù unan bennak, da lavarout eo e c'herioù resis en-eeun a zo meneget, ha n'eus bet lakaet kemm ebet enne.
- Talvout a ra kement-se alies da ziskouez n'eus ket da reizhañ tra erfrazenn meneget, ha pa vije kavet si pe fazi enni, peogwir eo ur meneg resis ha feal a venner ober, hag er skrid orin eo edo ar si pe ar fazi, ha n'eo ket gant an hini en meneg.
- A-wechoù e vez implijet a-benn-kaer da sachañ evezh war ar si pe ar fazi zo er skrid meneget, kement ha diskouez pegen gwan e kaverarguzennoù un den.
Met kavet e vez ar ger e troiennoù latin, brudet ivez, ma talvez kement hagevel-se, ha netra ken. Sed amañ un nebeudig skouerioù :
- ErfablennVacca et capella, ovis et leo, gantPhaedrus:
- Sic est locutus partibus factis leo... Sic totam praedam sola improbitas abstulit.. Gwelout: [[1]]
- Er bommoù:
- Sic et Non, un oberenn gant ar prederour breizhatPierre Abélard