Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Seziz Leningrad

Eus Wikipedia
Seziz Leningrad
Tamm eusEil Brezel Bed
Leningradiz e-kerzh ar Seziz
Maread8 Gwengolo1941 -18 Genver1944
Lec'hLeningrad (bremañ:Sankt Peterbourg)
Disoc'htrec'h alLu Ruz
Emgannerien
Unaniezh SoviedadAlamagnnazi
Finland
Pennoù-brezel
Kliment Vorochilov
Georgy Joukov
Wilhelm Ritter von Leeb
Georg Küchler
Niver a emgannerien
930 000725 000
Kolloù
300 000 soudard, >1 milion nannsoudardDianav

E-kerzh anEil Brezel-bed e voe lakaetseziz warLeningrad gant anTrede Reich haFinland.

D'an8 a viz Gwengolo1941 e krogas ar seziz. Padout a reas tost da 900 devezh, betek an18 a viz Genver1944. Daou vilion a dud a gollas o buhez. Savet e voe hentoù haghentoù-houarn gantSoviediz war alLenn Ladoga : tu-se hepken a chome evit daremprediñ al lec'hioù dalc'het gant alLu Ruz.

Disorc'hoù war ar gêr

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Tuddebrerien

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Brudet eo chomet ar fed ma vije bettuddebrerien e-kerzh Seziz Leningrad. E-pad pell ez eo chomet diasur ma oa gwirvoud pe mojennoù. Kroget eo da vezañ gwiriet da vat dre studiañ dezrevelloù anNKVD er goañv 1941-42, a oa chomet kuzh betek2004. An darn eus ar prouennoù a-raok an darvoud-se a oa reoù damvojennel. Ar gazetennerez saoz Anna Reid he doa embannet e oa "evit darn an dud er mare-se, tuddebriñ a oa bet istorioù spont a eil dorn muioc'h evit na oa eñvorennoù personel"[1]. Tud Leningrad a oa saouzanet gant an istorioù tud debret gant tud all ; lod anezho na oant ket a-du gant sentiñ ouzh ar polis a voe drouktunet da vezañ lakaet en toull gant tuddebrerien.

Hervez dezrevelloù resis an NKVD e oa bet krog lod tud da zebriñ kig den d'an 13 a viz Kerzu 1941. Hervez an testennoù e oa bet 13 darvoud, eus ur vamm o vougañ ur babig 18 miz evit boueta an tri bugel koshoc'h, betek ur plomer o lazhañ e wreg evit reiñ anezhi da zebriñ d'e vibien ha d'e nizezed.

E miz Kerzu 1942, an NKVD en devoa harzet 2 105 tuddebrer – rannet ganto etre daou strollad hervez lezenn : debrerien korfoù-marv (трупоедстваtrupoyedstva, "kelanezadezh") ha tuddebrerien (людоедстваlyudoyedstva "kanibalegezh"). Ar re gentañ a veze kondaonet d'an toull-bac'h alies padal an eil re a veze lazhet dre dennoù.

Tud brudet e-kerzh ar seziz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • (en) Anna Reid :Leningrad – The Epic Siege of World War II, 1941-1944 ; Londrez : Bloomsbury Publishing, 2011(ISBN 080271594X)
  • (nl) Alan Wykes:Het beleg van Leningrad; Antwerpen-Amsterdam: Standaard Uitgeverij, 1973

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. For most people at the time, cannibalism was a matter of second-hand horror stories rather than direct personal experience ; Reid 2011 p. 286.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Seziz_Leningrad&oldid=2170305 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp