Sevenadur Aurignac zo ur sevenadurragistorel a zeroùHenoadvezh diwezhañ ar maen, oberiant etre 39 ha 28 000 blez avamañ. Klotaat a ra ar sevenadur-mañ get donedigezh an den modern (Homo sapiens) eKreiz-Europa hag enEuropa ar C’hornôg. Anavout a reer roudoù sevenadur Aurignac a-drugarez da vinvioù askorn ha da vinvioù maen piaouel.
Brudet eo arz sevenadur Aurignac evitarz mougevelmougev Chauvet, koshañ roudoù taolennadurioù skeudennus. Setu ma soñj tud zo e oa tud sevenadur Aurignac (Homo sapiens kentañ en Europa) an arzourion gentañ. Neoazh, n’eus prouenn erbet n’o deus kettud Neandertal (sevenadurioùMoustier haChâtelperron) savet oberennoù arz e danvezioù kollidik.Arz ar ficherezh, anavet e sevenadur Châtelperron dija, zo bet diorret get tud sevenadur Aurignac : dent, kregin, ivor pe brankoù kirvi toullet.Meur a zelwenn, kizellet en ivor mammouted, a skeudenne tud pe loened, zo bet kavet. Unan ag ar re vrudetañ eo an “den leon”, kavet enAlamagn.
Soñjal a reer peurliesañ e oa sevenadur Aurignac hanitud Cro-Magnon, da lâret Homo sapiens gentañ Europa. Bout e oa c’hoazh a dud Neandertal en Europa da vare sevenadur Aurignac, neoazh, liammet e veze tud Neandertal diwezhañ get ur sevenadur arall : haniChâtelperron. Dishañval mat eo an daou sevenadur an eil douzh egile ha n’eo ket ganet hani Aurignac (krouetex-nihilo) diàr hani Châtelperron (ganet diàrsevenadur Moustier).