Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Senones

Eus Wikipedia
Pobloù Galia er c’hentañ kantved kent JK
PobloùGallia Cisalpina, 391-192 a-raok J.-K.

ArSenones (Σήνωνες e henc'hresianeg), peSenoned, a oa ur boblc’halian a oa o chom e hanternozGalia Celtica, er c’horn-bro zo en-dro da gêrSens hiziv. En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ :Lingones er reter,Parisii en norzh,Carnutes er c‘hornôg,Bituriges er su.Agedincum (Sens) haMetiosedum (Melun peMeudon hiziv) e oa o c’hêrioù brasañ.

Lod eus ar Senoned a yeas dreist d’anAlpoù da vont da chom daGallia Cisalpina (en Italia), war-dro 400 kent JK. Asambles ganto e voe pobloù galian all o vont eusGallia Transalpina (en tu-mañ d'an Alpoù) da hanternoz Italia, evel arVoied pe arSenoned[1]. Kemer a rejont perzh enarigrap Roma e390 kent JK. En em ziazeañ a rejont war aod reter Italia ha ganto e voe savet kêrSena Gallica (Senigaglia), a zeuas da vezañ o c’hêr-benn.

E-pad ouzhpenn kant vloaz e voe ar Senones o vrezeliañ a-enep ar Romaned. A-benn ar fin e voent trec’het gant ar c’hoñsulPublius Cornelius Dolabella e283 kent JK, ha kaset kuit eus o bro. War-lerc’h ne voe ket klevet anv anezho e Galia Cisalpina ken. Marteze ez ejont da draoñienn anDanav, a-gevret gant pobloù galian all.

Ar Senoned a oa o chom e hanternoz Galia Celtica, goude bezañ graet emglev gantJulius Caesar, a skarzhas o roueCavarinos, a oa bet anvet gant ar Romaned. Brezel a rejont ouzh armeoù Caesar e 53-51 kent JK. E51 kent JK e voe tapet o renerDrappes gant ar Romaned, pa oa o vont da zouaroù ar Provincia. Goude se ne voe ket klevet anv ken eus Senoned Gallia Celtica.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Polybios,Histories ii.17


g  ka  ke
Pobloù kelt an Henamzer
Istor
Emgann an Allia (war-dro 387 a-raok J.-K.) *Dizalbad Roma (-390) *Annezadeg ar Gelted e Gevred Europa *Brezel Galatia (189 a-raok J.-K.) *Aloubadeg su Galia (125–121 a-raok J.-K.) *Brezel Galia (58–50 a-raok J.-K.) *Galia roman (50 a-raok J.-K.–476 goude J.-K.)
pezh aour eus ar Sequani
Sevenadur
Pobloù
Keodedoù
rakroman
Kelted
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Senones&oldid=2129753 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp