Daoust dezhañ bezañ stourmet ouzh e vreudeur evit tapout ar galloud, ne oa ket gwall dedennet gant ar gouarn. Leuskel a reas ar sadrazam (ar vizir bras)Mehmed pacha Sokollu da ren.
E penn kentañ e ren, e 1567, e tarzhas un emsavadeg a-enep an Otomaned eYemen ha kreisteizArabia. Sinan Pacha, kaset di da voustrañ an emsaverien, a zisklêrias e oa peoc'h en-dro er rannved-se e miz Meurzh 1571.
D'ar 17 a viz C'hwevrer 1568 e voe sinet ur feur-emglev etre an Otomaned hagAostria a lakae fin d'ar brezel etre an div riez.
Dindan e ren eo e c'hoarvezasemgann Lepanto (7 a viz Here 1571) ma voe distrujet al lestraz otoman gant arSpagnoliz.