Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Seleniom

Eus Wikipedia
Seleniom
ArsenikSeleniomBrom
S
Se
Te
taolenn beriodek, Seleniom
taolenn beriodek, Seleniom

Niver atomek34
Rummad kimiekNenn-metal
Strollad16 (kalkuzennoù)
Trovezh4
Aozadur elektronek[Ar] 3d10 4s2 4p4
Niver oksidadur+2, +4, +6
Tredanleiegezh2,55
Skin atomek116
Tolz atomek78,96


Seleniom du ha seleniom ruz

Unelfenn gimiek eo arseleniom ;Se eo earouez kimiek,34 eniver atomek ha78,96 edolz atomek. Unnann-metal eo ar seleniom, par d'arsulfur16S, a zo e amezeg estrollad 16taolenn beriodek an elfennoù.

Blot eo, liesdoare eo e neuz, etre hini ur metal gris ha hinigwer ruz. Dibaot a wezh e kaver seleniom glan en natur, ha pa vije e kenaozadoù ; seleniom ampur a gaver e kailhoùsulfidennoù pa vezer o kenderc'hañkouevr diwarno. Eus ar c'houevr dreist-holl hag eus annikel e vez tennet.
Japan hagAlamagn e voe ar bourvezerien bennañ e2011, heuliet gantBelgia,Rusia,Kanada,Chile,Filipinez,Finland,Perou ha broioù all. War-dro 2 000tonennad a seleniom a voe kenderc'het e 2011.[1]

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E1817 e voe ar seleniom dizoloet gant argimiouriensvedat Jöns Jakob Berzelius ha Johan Gottlieb Gahn. Diwar anhenc'hresianeg σελήνηselênê, "Loar", e voe anvet an elfenn nevez peogwir e kredas dezho e oa or c'henaozad eus antelluriom, a oa bet anvet diwar anvlatin anDouar.
E1873 e kavas an ijinourtredanersaoz Willoughby Smith e oaharz ar seleniom stag ouzh nerzh argouloù.

Perzhioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Etre re e amezeien e strollad ar c'halkuzennoù16S (sulfur) ha52Te (telluriom) emañ perzhioù kimiek ar seleniom.

Kimiek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Deviñ a ra en aer ha digemm e chom en dour. Pistrius eo pa vez lonket pe analet.
  • A-drugarez da zizoloadenn W. Smith e ouzer e c'hall ar seleniom treuzkas antredan.
  • Ul liv ruz a ro d'ar gwer.

Izotopoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

C'hwec'hizotop a gaver en natur, pemp anezho o vezañ stabil :74Se,76Se,77Se,78Se ha80Se. Ar c'hwec'hvet,82Se, a dro da82Kr (un izotop euskripton), hogen peogwir ez eo 1020 a vloavezhioùhanter-vuhez82Se e lavarer a-wezhioù ez eo stabil evelkent.

Arver

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • War-dro an hanter eus ar seleniom a vez kenderc'het er bed a ya da fardañ gwer : dre rusaat ar gwer e lamer al livioù gwer pe velen a c'hoarvez alies en abeg da rannoùigoùhouarn. Muioc'h a seleniom zo bet implijet e 2011 en abeg ma 'z eus bet kenderc'het muioc'h a wer ha m'emañ ar seleniom o kemer lec'h arplom er fardañarem.
  • Muioc'h a seleniom a voe arveret ivez en danvezioù-strujañ hag ervitaminoù (prouet ez eus bet ez eo ret ar seleniom evit yec'hed mab-den, petra bennak ma c'hall bezañ arvarus pa vez lonket a-gementadoù bras)[1].
  • Tredanrannadur armanganez a vez graet dre ouzhpennañ 2 kg a zioksidenn Se dre donennad Mn.
  • Da fardañ livegennoù evit al livajoù ez implijer seleniom ivez.
  • Evelledreüzenn e veze arveret en ardivinkoù luc'hdredanel, ekameraioù arskinwel, elluc'heilerioù hag enuntuaerioù ; bremañ avat ez eo bet erlec'hiet gant arsilikiom en darn vuiañ eus an ardivinkoù, pe gant kenaozadoù fardet gant mab-den ; pouezus avat e chom ar seleniom er fardañdaspugnerioù dreheol.
  • Oksidennkeriom58Ce a vez implijet da livañ (pe zislivañ) ar gwer e-lec'h ar seleniom.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1United States Geological Survey(en)Liamm oberiant 14 HER 12

Daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kimiezh |Elfennoù kimiek

Rolloù hervez anarouez ~ hervez ananvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoùrannet ~klok

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Seleniom&oldid=2129909 »
Rummad:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp