RelegennBrachiosaurus brancai , arSauropoda brasañ anavet diwar karrekaennoù peuzklok. ArSauropoda zo undanurzhiad dinosaored pevarzroadek geotdebrer eusisurzhad arSauropodomorpha . Bevañ a rejont etre arJuraseg kreiz hag arC'hretase uhel ha kemer lec'h arProsauropoda war ar blanedenn a-bezh. E-touez arSauropoda emañ an dinosaored hirañ ha brasañ (Brachiosaurus ,Diplodokus ,sauroposeidon ), ha dre se al loened brasañ a oa biskoazh war-c'horre an Douar. Setu amañ un darn eus kerentiadoù an danurzhiad :
An henzenoniour stadunanatOthniel Charles Marsh an hini eo a savas, e1878 , an anvSauropoda , diwar anhenc'hresianeg « troad glazard »[ 1] .
Ral eo kavout karrekaennoù klok eusSauropoda . Kalz spesadoù, ar re vras peurgetket, n'int anavezet nemet diwar eskern en o-unan ha divellet. Kalz karrekaennoù peuzklok n'o deus penn ebet, pe lost pe pav ebet.
↑ Marsh, O.C. (1878). "Principal characters of American Jurassic dinosaurs. Part I".American Journal of Science and Arts 16: 411-416 Bob Strauss, 2008,Sauropods: The Biggest Dinosaurs that Ever Lived ,The New York Times Kristina Curry Rogers andJeffrey A. Wilson , 2005,The Sauropods: Evolution and Paleobiology ,University of California Press , Berkeley,ISBN 0-520-24623-3 Upchurch, P. ,Barrett, P.M. andDodson, P. 2004. Sauropoda. InThe Dinosauria , 2nd édition.D. Weishampel ,P. Dodson , andH. Osmólska (eds.). University of California Press, Berkeley. p. 259–322.