Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Sant-Pêr-ha-Mikelon

Eus Wikipedia
Pelec'h emañ Sant-Pêr-ha-Mikelon.

Sant-Pêr-ha-Mikelon (galleg ha stumm ofisiel:Saint-Pierre-et-Miquelon) a zo urstrollegezh tramor eus arFrañs enAmerika an Norzh, e gwalarn arMeurvor Atlantel, 25 km er-maez d’anDouar-Nevez (Kanada), ePleg-mor ar Sant-Laorañs. Un enezeg eo hag a ya teir enezenn bennañ d’hec'h ober:Sant-Pêr,Mikelon haLanglade, an div ziwezhañ-mañ a zo stag an eil ouzh eben gant unerv. 242 km² a zo en holl ha 6 290 a dud (e 2011) o vevañ eno.

Banniel Sant-Pêr-ha-Mikelon

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Anvet e oa da Santez Ursula gant ar merdeer portugalatJoão Álvares Fagundes e1520, ha goude daIsle Sainct Pierre gantJakez Karter pa tremenas eno e miz Even1536, peogwir eosant patrom ar beskaeterien.

Bro-C'hall Nevez, trevadenn Bro-C'hall, a voe kollet ganti e-padBrezel Seizh Vloaz e kreiz anXVIIIvet kantved. Sant-Pêr-ha-Mikelon a oa bet kollet e1713 avat abalamour daFeur-emglev Utrecht, hag adkemeret e voe gant Bro-C'hall gantFeur-emglev Pariz e1763. Taget e voe gant ar Saozon met kadernaet e voe e oa da Vro-C'hall gantFeur-emglev Versailhez e1783, hag ivez e-pad arRestaorasion.

Ul lammgresk armerzhel en doe an enezeg e eil lodenn anXIXvet kantved gant pesketaerezh ar moru.

E1946 e teuas da vezañ un tiriad tramor, e1976 undepartamant tramor, e1985 un strollegezh tiriadel hag e2003 urstrollegezh tramor.

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Un enezeg a eizh enezenn eo Sant-Pêr-ha-Mikelon, 242 km² ganti. 26 km² eoSant-Pêr, ha 86% eus ar boblañs enni, ha 216 km² eo Mikelon, teir gourenez enni. Treut ha garv eo an natur a gaver eno :taouarc'hegoù, stankoù, ur stêr, koadoù hanternozel. Enezigoù didud a zo ivez : île aux Marins, île aux Pigeons, île aux Vainqueurs ha Grand Colombier, a-vaez da Sant-Pêr.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.


g  ka  ke
Broioù haStadoùKreizamerika, anAntilhez haNorzhamerika
Stadoù

Antigua ha BarbudaBahamasBarbadosBelizeCosta RicaDominicaRepublik DominikanGrenadaGuatemalaHaitiHondurasJamaikaKanadaKubaMec'hikoNicaraguaPanamáSaint Kitts ha NevisSantez LusiaSant-Visant hag ar GrenadinezEl SalvadorStadoù-Unanet AmerikaTrinidad ha Tobago


Tiriadoù dalc'het
Banniel DanmarkDanmark :Greunland
Frañs Frañs :ClippertonGwadeloupMartinikSaint-BarthélemySaint-MartinSant-Pêr-ha-Mikelon
Izelvroioù Izelvroioù :ArubaBonaireCuraçaoSabaSint EustatiusSint Maarten
Banniel ar Rouantelezh UnanetRouantelezh-Unanet :AnguillaBermudaInizi Gwerc'h Breizh-VeurInizi CaymanMontserratTurks ha Caicos

Banniel ar Stadoù-UnanetStadoù-Unanet :NavassaPuerto RicoInizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sant-Pêr-ha-Mikelon&oldid=2169989 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp