ArSanhedrin (hebraeg hagarameegסנהדרין,henc'hresianeg : Συνέδριονsynedrion ; "azezet asambles" ha diwar ar ster-se "bodadeg", "kuzul") a oa bodadegoù 23 pe 71 a dud fur (anvetrabin goude distruj anTempl) anvet da lez-varn pep kêrDouar Israel eYuzevegezhan Eil Templ.
Daou rummad lezioù-barn yuzev a oa, arSanhedrinoù Izel gant 23 barner anvet e pep kêr hag arSanhedrin Meur eJeruzalem, ennañ 71 barner, a c'hoarie perzh ul lez-varn uhel. Alies e veneger arSanhedrin Meur pa reer anv eussanhedrin.
Da varean Eil Templ en em vode arSanhedrin Meur bemdez - war-bouez arChabat hag an deizioù gouel - eTempl Jeruzalem. Pa voe distrujet an Eil Templ ha goudeemsavadeg Bar-Kokhba e tilec'hias ar Sandhedrin daC'halilea. D'ar mare-se e voe lesanvetPatriarkiezh Galilea pePatriarkiezh Palestina dre m'edo Galilea e proviñs romanSyria-Palestina. E fin ar bloavezhioù 200, evit tremen e-bioù d'an heskinerezh, e voe dilezet an anvSanhedrin ha rentet an divizoù dindan an anvBeit HaMidrach (Ti an Deskiñ). E358 e voe embannet an diviz diwezhañ a-berzh arSanhedrin Meur diwar-benn andeiziadur hebraek. Divodet e voe e425 a-benn ar fin gant heskinerezh animpalaeriezh roman aet dagristen. A-hed an amzer e voe klasket krouiñ ensavadurioù par d'ar Sanhedrin, evel arGrand Sanhedrin krouet gantNapoleon Bonaparte, pe pa voe klasket adsevel ur "gwir" Sandhedrin, dreist-holl enIsrael goude1948.