Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Samariom

Eus Wikipedia
Samariom
PrometiomSamariomEuropiom

Sm
Pu
Taolenn beriodek, Samariom
Perzhioù hollek
Niver atomek62
Rummad kimiekLantanidoù
StrolladLantanidoù
Trovezh6
Bloc'hf
Tolz atomek150,36
Aozadur elektronek
[Xe] 4f6 6s2
Dasparzh an elektronoù :2, 8, 18, 24, 8, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur+ 3, +2
Oksidennvazennek skañv
Tredanleiegezh1,170(Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur1 : 544,524 kJ/mol
2 : 1 068,092 kJ/mol
3 : 2 257,755 kJ/mol
4 : 3 994,490 kJ/mol
Skin atomek236 pm
Skin kenamsav185 pm
Skin Van der Vaals(stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
ArvezKaled
Douester (≈20°C)7,536 g/cm3
Teuzverk1 072°C
Bervverk1 794°C
Tredanharzusted0,94 nΩ•m (e 20°C)
Neuz an elfenn

Unelfenn gimiek eo arsamariom ;Sm eo earouez kimiek,62 eniver atomek ha150,36 edolz atomek.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E1879 e voe dizoloet ar samariom gant arc'himiourgall Paul Émile Lecoq de Boisbaudran en un tamm kailhsamarskit, (Y,C,U,Fe)3(Nb,Ta,Ti)5O16.
Diwar anv ar c'hailhsamarskit e tibabas Paul Émile de Boisbaudran hini an elfenn nevez.

Douaroù rouez all a voe tennet eus ar samariom bet hiniennekaet e 1879, rak ampur e oa : argadoliniom64Gd e1886 hag aneuropiom63Eu e1901.

Perzhioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ur metal liv an arc'hant eo ar samariom glan.Oksidet e vez tamm-ha-tamm pa vez lezet enaer, ha pegañ a ra antan ennañ e 150 °C. Zoken pa vez miret en eoul e vez oksidet, ar pezh a ro ul liv gris-arvelen dezhañ. Evit ma chomfe lufrus ez eo ret e virout en un endalc'her gant urgaz diheged evel anargon18Ar.

Kimiek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Gorrek e tazgwered ar samariom gant dour yen, ha buan gant dour zomm :
2 Sm [k] + 6 H2O [d] → 2 Sm(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][1]
2 Sm [k] + 3 H2SO4 [dz] → 2 Sm [dz] + 3 SO4 [dz] + 3H2 [g]

Izotopoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Skinoberiek eo ar samariom a gaver en natur. Pevarizotop zo :144Sm,150Sm,152Sm ha154Sm.
Samariom-152 eo an hini paotañ.

Izotopoù stabilañ ar samariom
Izotop% en naturHanter-vuhezDigevanad
144Sm3,07stabil, 82neutron
145Smkevanaozet340 devezh145Pm
146Smlouc'hoù1,03x108 bloavezh142Nd
147Sm14,991,06x1011 bloavezh143Nd
148Sm11,247x1015 bloavezh144Nd
149Sm13,82> 2x1015 vloavezh145Nd
150Sm7,38stabil, 88neutron
151Smkevanaozet90 bloavezh151Eu
152Sm26,75stabil, 90neutron
153Smkevanaozet46,284eurvezh153Eu
154Sm22,75> 2,3x1018 vloavezh154Gd

Arver

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Gwarelloù samariom-kobalt (SmCo5 pe Sm2Co17) eo an arver pennañ. Dek mil gwezh galloudusoc'h eget ar gwarelloù graet diwar houarn eo ar gwarelloù-se ; n'eus nemet ar re a zo fardet diwar neodimiom a zo galloudusoc'h c'hoazh, hogen diaesoc'h eo diwarellaat ar re Sm-Co, ha betek 700 °C da nebeutañ e chomont stabil (300-400 °C evit ar gwarelloù Nd).
E kefluskerioù bihan, e selaouelloù, klevelloù ar binvioù-seniñ e kaver hevelep gwarelloù.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Alc'hwez :k = kalet,d = dourek,dz = dourzileizhenn,g = gaz
  2. CRC Handbook of Chemistry and Physics
  3. 3,03,1 ha3,2Royal Chemical Society(en)Liamm oberiant 28 GEN 13

Daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kimiezh |Elfennoù kimiek

Rolloù hervez anarouez ~ hervez ananvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoùrannet ~klok

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Samariom&oldid=2095834 »
Rummad:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp