Ur boblc’herman e oa arSaksoned, hag o chom er pezh a zo bremañ gwalarnAlamagn ha reter anIzelvroioù. Meneg a voe graet anezho gant an douaroniourPtolemaios enEil kantved ; evitañ e oant ur bobl o chom er strizh-douar a zoSchleswig-Holstein haJutland bremañ. Moarvat ez ejont war-du ar c’hornôg goude-se. Dont a rafe o anv,Sakson, eus ar gerhensaoznekseax, « kontell, badalenn, kleze »[1]. Hervez ar pezh a gonteEinhard, istorourKarl Veur (Vita Caroli c.7), e oant tud kriz ha brezelgar forzh pegement.
Lod eus ar Saksoned, a-gevret gantAngled,Juted,Franked haFriziz, a yeas daEnez Vreizh (Britannia), da vare dibenn anImpalaeriezh roman er c’hornôg. Abaoe meur a gantved dija e oa preizherien c’herman oc’h argadiñ aodoù reter ha su Enez Vreizh. Evit talañ ouzh ar argadegoù-se e oa bet savet ur rummad kreñvlec’hioù gant ar Romaned a-hed an aod, a oa anvetLitora Saxonica peaod ar Saksoned. Lod eus ar breizherien-se a oa bet lezet d’ober o annez war an aod-se, koulskoude, pa oa an enezenn e dalc’h ar Romaned c’hoazh. E449, goude un argadeg gant arBikted,Vortigern, roue ar Vrezhoned romanekaet, a c’houlennas sikour digant ar Juted, da zont da zifenn e vro. Trec’het e voe ar Bikted gant ar Juted ha goude-se en em stalias un nebeud Juted eKent, e gevred an enezenn. Pa voe nac’het o goulennoù da gaout muioc’h a zouaroù en em savas an holl bobloù german a-enep mistri an enezenn.Angled,Juted ha Saksoned dreist-holl a aloubas ar vro. Goude ur pennad e oa peder rouantelezh sakson e su an enezenn :
er reter :Essex (bro Saksoned ar reter), en-dro da gêrColchester ;
er c’hornôg : rouantelezhWessex (bro Saksoned ar c’hornôg), en-dro d’ar gêr-bennWinchester ;
er c’hreiz :Middlesex, ur rouantelezh vihanoc’h ha berrbad, peogwir e voe staget ouzh rouantelezh an Angled (Engl-land).
AnvSaksoned Enez Vreizh a emdroas e yezh keltiek ar vro evit mont d’un dra bennak en deus roet ar ger brezhonekSaozon pe ar ger kembraekSaeson. Ha gant an anv-se e voe graet ganto evit envel an holl C’hermaned deuet daBreden ha hiziv ez eo gant ar ger-se e vez graet evit envel o diskennidi, tudBro-Saoz (tra ma raer e yezhoù all, evel ar yezhoù romanek pe ar yezhoù germanek, gant ur ger deveret eus anv anAngled, evit envel an dud-se.)
Hollad ar C’hermaned deuet da Breden, Saksoned, Angled ha Juted, a zeuas da vezañ anvetAngled-ha-Saozon.
Rouaned Wessex a zeuas da vezañ ar re c’halloudusañ e su Enez Vreizh. Unaniñ a rejont ar rouantelezhioù all gant o bro, ha kemer an titl aBretwalda (eus an anvBretanwealda, a dalveze "Aotrou Preden" en o yezh c’hermanek) (keñveriañ gant an "Ard Rí" enIwerzhon). EnXvet kantved e voe unanet ar vro da vat, dindan ren ar roueAlfred ar Bras, nebeut amzer a-raok donedigezh anNormaned.
N’emañ ket an holl istorourien a-unvouezh : evit lod e voe peoc’hus a-walc’h emled anAngled-ha-Saozon en izeldirioù Preden. Evit lod all e voe gwadek an emgannoù ha bras an distrujoù, evel ma kontGweltaz,Gildas Sapiens, ur Brezhon anezhañ, en e skrid latinDe Excidio et Conquestu Britanniæ, savet war-dro ar bloavezh560.
Met padout a reas ar brezelioù etre arVrezhoned romanekaet hag an alouberien, Juted, Saozon hag Angled e-pad 400 vloaz, ha tamm-ha-tamm e voe kaset ar Vrezhoned war-du ar c’hornôg hag ar gwalarn, ma kavjont repu en uheldirioùKembre haBro-Skos.
Diwar yezh kozh ar Saksoned eo deuet an hensaozneg (Old English).
An darn vrasañ eus ar Saksoned avat a chomas war an douar-bras. Hervez an istorourBeda, a skrive war-dro ar bloavezh730,ar Saksoned kozh n’o deus roue ebet ; renet e vezont gant meur a aotrou(eorldermen) a zibab lod anezho d’o ren er brezel met a zo par an eil d’egile pa vez peoc’h. Tamm-ha-tamm koulskoude e voe unvanet o bro hag a-benn dibenn anVIIIvet kantved e oa ur vro anvet DugelezhSaks.
Paganed e choment, daoust da strivoù ar visionerien deuet eus Enez Vreizh. Mont a rae tud a orin german eus Enez Vreizh, evelWillibrord pe SantBonifas, da glaskavielañ o « breudeur » chomet pagan. E-pad pell e stourmas ar Saksoned da chom e diavaez ar Gristeniezh ha distag diouzh galloud ar rouantelezhfrank. Hogen faezhet e voent da vat gantKarl Veur, goude meur a vrezel (772 -804) a-enep o roue paganWidukind. War-lerc’h al lamm o doa tapet, e voent badezet dre gaer a-wechoù, dre heg peurvuiañ, ha rediet da dreiñ da gristenien.
Sujet e voe ar Saksoned d’arGarolingidi hag evel meur a bobl all e teujont da vezañ soudarded evit o mistri. Evelkent e teuas duged Saks da vezañ rouaned hag impalaerien zoken :Otto Iañ ar Bras, ur Sakson, a voe e penn anImpalaeriezh santel roman enXvet kantved. Pa nac’has un dug mont daItalia da vrezeliñ gant an ImpalaerFriedrich Barbarossa, e voe rannet dugelezh Saks.
Ar vro anvet "Rouantelezh Saks" eus1806 betek1918 ha "Stad Dieub Saks" abaoe1990 n’eo ket bro orin ar Saksoned. Renerien ar vro-se a zeuas da vezañ mistri war Dugelezh Saks e1423 hag a reas gant an anvSaks evit o domani a-bezh. Abaoe an amzer-se e voe graet "Saks" (Sachsen en alamaneg) eus ar vro-se, tra ma oa bro orin ar Saksoned kentoc’h er pezh zo bremañ ar stad alamanSaks Izel (Niedersachsen).
Gant ar ger "Saksoned" e voe graet ivez evit ober anv eus an Alamaned a yeas enXIIIvet kantved da annezañ eTreuzsilvania. E deroù anXXvet kantved e oa ur c’hard milion a alamanegerien eRoumania, hag int diskennidi eus an drevadennerien-se. Aet eo an darn vrasañ anezho kuit diouzh ar vro abaoe anEil Brezel Bed, dreist-holl e-pad diktatouriezhNicolae Ceaușescu.
Kavout a reer en Alamagn bremañ teir stad a zeu o anv eus hini ar Saksoned : Niedersachsen, peSaks-Izel, a oa, mui pe vui, takad annez ar Saksoned kozh, etre an Izelvroioù hag ar stêrElbe ; Sachsen-Anhalt, peSaks-Anhalt, a zo en-dro da gêrVagdeburg ; ha Stad Dieub Sachsen, peSaks, a zoDresden he c’hêr-benn.
Efinneg hag enestoneg eo deuet ar gerioù a dalveze da envel ar Saksoned kozh da dalvezout bremañ evit Alamagn (Saksa en div yezh-se) hag an Alamaned (saksalaiset e finneg hasakslased en estoneg). ERoumania e reerSiebenbürger Sachsen (Saksoned ar seizh kastell, ar seizh kêr) eus an alamanegerien zo eTreuzsilvania, daoust ma teue o hendadoù eus meur a gorn eus Alamagn e gwirionez.