LandSaks-Anhalt (Sachsen-Anhalt enalamaneg) a zo unan eus al Länder a ya d'oberAlamagn. Savet eo bet e1990.Magdeburg eo ar gêrbenn. Savet e oa bet dija e1947 pa voe kendeuzet landAnhalt ha proviñs Saks Prusia. Miret e voe pa voe savetRepublik Demokratel Alamagn e1949, divodet e voe e1952 ha rannet e daou zistrig : distrig Halle ha hini Magdeburg.
Ur blaenenn implijet evit al labour-douar eo Saks-Anhalt dreist-holl. Er mervent e kaver menezioù Harz. AnElbe eo ar stêr bennañ a dreuz Saks-Anhalt eus ar gevred d'ar gwalarn. ArSaale eo an eil stêr vrasañ, un adstêr eus an Elbe eo. A-bouez eo ivez ar produiñ boued, ha meuzioù evel "Baumkuchen" Salzwedel (Altmark) pe "Hallorenkugeln" Halle a zo brudet.A-fet greanterezh ez eo a-bouez an embregerezhioù kimiezh. Un dachenn c'hreanterezh ha kimiezh a zo e-kichen Wolfen ha Bitterfeld.
Tri distrig (Dessau, Halle ha Magdeburg) a voe divodet d'ar1añ a viz Genver 2004.D'ar1añ a viz Gouere1994 e voe krennet an niver a arondisamantoù eus 37 da 21, ha d'ar1añ a viz Gouere2007 e voe krennet c'hoazh o niver, eus 21 da 11. Hiziv an deiz ez eus 11 arondisamant ha 3 c'hêr-arondisamant e Saks-Anhalt.
Arondisamantoù (Landkreise) ha kêrioù-arondisamantoù (kreisfreie Städte)
Brudet eo Saks-Anhalt peogwir e kaver ennañ kalz mirdioù, monumantoù dedennus a-fet arkitektouriezh ha liorzhoù kempennet brav. Iliz roman bihan hag ilizoù-meur gotek a zo evel eMagdeburg,Naumburg haHalberstadt. A-fet arzoù modern e kaver savadur arBauhaus eDessau-Roßlau. E-kichen Dessau e kaver ivez park brasañ Alamagn :Dessau Wörtlitzer Gartenreich e anv, dezhañ stumm ul liorzh mod saoz.