Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Sahara

Eus Wikipedia
Sahara
dezerzh
Anv er yezh orinالصحراء الكُبرى Kemmañ
KevandirAfrika Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel23°4′47″N 12°36′44″E Kemmañ
Poent uhelañEmi Koussi Kemmañ
Lowest pointQattara Depression Kemmañ
Köppen climate classificationhot desert climate Kemmañ
Map
 

ArSahara (arabeg الصحراء الكبرىaṣ-Ṣaḥrāʾ al-Kubrā,yezhoù berberek ⵜⵉⵏⵉⵔⵉTiniri pe ⵜⵏⵔTenere) a zo urgouelec'h bras-meurbet eNorzh Afrika. Ar brasañ dezerzh tomm eus ar bed eo gant en tu-hont da 9 milion a gilometradoù-karrez. Mont a ra eus arMor Ruz er reter betek arMeurvor Atlantel er c’hornaoueg, bevennet eo er su gant arSahel. Dont a ra an anv eus anarabeg صحراء, "ṣaḥrā´", hag a dalvez kement ha "dezerzh".

  • Ar Sahara e Libia
    Ar Sahara e Libia

Ar Sahara a zo ur ranndir deuet da vezañ dezherzhel e 6 000 kent J-K. Bras divent eo andezerzh–se, 15 gwech brasoc'h egetBro-C'hall eo, lec'hiet enorzh Afrika. An anv "Sahara" a dalvez kement ha dezerzh pe gouelec’h enarabeg. Brasañ dezerzh ar bed eo gant 8,5 million a gilometradoù karrez. Treuziñ a ra an dezerzh-seAfrika eus arMeurvor Atlantel betek arMor Ruz hag eus arMor Kreizdouarel betek suTrovan ar C'hrank. En em astenn a ra ar Sahara war 10 bro:Aljeria,Egipt,Libia,Mali,Maroko,Maouritania,Niger,Soudan,Tchad haTunizia. Brasañ dezerzh tomm ar bed eo. Annezidi zo, "kantreidi" a vez graet diouto (tud ha na chomont ket da vevañ war ar memes lec'h a- hed o buhez); an Douareged, ar Vaoured hag an Douboued. Dilec'hiañ a reont eus lec'h da lec'h er Sahara. Bevañ a reont o sevel loened, kañvaled ha givri. Bez’ ez eus ivez an "arsezidi" hag a chom bepred en ul lec'h (ar c'hontrol diouzh ar gantreidi) hag a c'hounez gwez palmez, legumaj ha edaj. Douar kondon ar Sahara a zo pinvidik:gaz leskiñ,eoul-maen,uraniom,houarn,kouevr haglaou.

Ar Sahara hagemgann Aljeria

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E 1956 eo bet dizoloet an eoul-maen hag ar gaz leskiñ evit ar wech kentañ er Sahara,gant ur c'hevredad gall, arC.F.P.A. Dizoloet e oa bet ar brasañ tachennad eoul-maen enAljeria. D'ar c'houlz -se, ur ministr gall eus arVvet republik a lâras :«Bro-C'hall na c'hello ket kenderc'hel da ledanaat en Afrika ha pinvidigezh an douaroù Afrikan na c'hello ket bezañ korvoet hep Bro-C'hall». Abalamour da se, eo chomet an aferioù eoulmaen gall-aljerian bev e-pad emgannAljeria gant ur c'hevrad sinet hag a lavare ne vefe ket distrujet ar staliadurioù eoulmaen gant anFLN. Koulskoude, pleustradegoù a zo bet graet gant ar soudarded gall. Tennañ a raent bombezennoù erSahara evit gwelet ha mont a raent mat en-dro. Gant se eo bet distrujet ivez un tamm an natur en dezerzh-se.

La France est et demeure une Grande puissance. Elle mobilisera ses forces pour que se réalise le miracle saharien. De grandes richesses, en charbon, en fer, en pétrole, en gaz naturel, des Territoires du Sud, seront mises en valeur. La Métropole apportera sa technique et ses investissements; l'Algérie apportera sa main d'œuvre de plus en plus qualifiée et demain ses cadres. La mise en valeur du désert du Sahara c'est la grande tâche de notre génération.

Charles de Gaulle


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sahara&oldid=2156290 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp