ArSindrom Immuno Digresk Akuizitet[1] (SIDA), peazoniad an hangaezivig arzeuat (HAZA)[2],[3],[4], zo anv un hollad arouezioù a c'hoarvez goude distruj kalzkelligoù eus ar reizhiad immunizel gant urretroviruz anvet VID[5],[6] pe VIHAD (viruz an hangaezivig arzeuat denel)[2]. Urbandemiezh a zo er bed abaoe fin ar bloavezhioù 1970.
E brezhoneg e reer gant ar berradurHAZA (brezhonegazoniad an HAngaeZivig Arzeuat), gantSIDA (gallegSyndrome d'Immuno-Déficience Acquise), ral a wech gant ar berradur e saoznegAIDS (Acquired Immune Deficiency Syndrome).
Distrujet eo kalz kelligoù eus ar reizhiad immunizel gant ur retroviruz. Ar SIDA eo pazenn ziwezhañ ar c'hontammadur gant arviruz-mañ. Digreskiñ a ra efedusted ar reizhiad immunizel. Echuiñ a ra gant marv an organeg tizhet, war-lerc'h barradoùkleñvedoù koulzelour. Meur a retroviruz a ro ar sida. Pep hini a gontamm ur spesad resis. Viruz immuno digresk an den (VID peVIHAD e brezhoneg,VIH e galleg hagHIV e saozneg) eo ar brudetañ. Kavout a reer ivez, da skouer, Viruz immuno digresk ar marmouzien ha Viruz immuno digresk ar c'hizhier. Kaoz a zo amañ eus SIDA an dud.
Eus ar vamm d'ar bugel. Gallout a ra c'hoarvezoutin utero e-doug sizhunvezhioù diwezhañ arvrazezded, da vare argwilioud peotramant pa ro bronn d'ar bugel.
Urbandemiezh zo en em ledet adalek diwezh ar bloavezhioù 1970. Graet en deus eus ar c'hleñved-se ur gudenn yec'hed er bed a-bezh. E 2009, anAVERT a istime e oa 33,3 milion a dud er bed a veve gant ar SIDA, gant 2,6 milion a dud nevez kontammet ouzhpenn bep bloaz hag 1,8 milion a varvioù bep bloaz[7] E 2007, UNAIDS a istime e oa 33,2 milion a du klañv gant ar sida ar bloaz-se. Disklêriañ a rae e oa bet lazhet 2,1 milion a dud e-pad ar bloaz, en o zouez 330 000 bugel, ha 76% eus an dud a oa marvet e broioùAfrika du.[8] Hervez danevell UNAIDS 2009 e vefe bet kontammet 60 milion a dud er bed, gant war-dro 25 milion a dud varv, ha 14 milion a emzivaded e broioù su Afrika hepken abaoe deroù ar bandemiezh.[9].
Kemer diarbennoù, evel implijstevelloù, ar reizh sur, pe implijstrinkelloù naet, eo an doare wellañ da stourm ouzh ar c'hleñved rak n'eusvaksin ebet hiziv an deiz da wareziñ an dud diouzh ar viruz-se, hag al louzaouerezh a-enep d'ar viruz ne ro ket an tu da bareañ. Daoust ma'z eo efedus a-walc'h, ne ra ken pellaat donedigezh ar bazenn « sida », dre c'houstadikaat paotadur viruz ar SIDA e diabarzh anorganeg. Ouzhpenn ez eo ker-kenañ al louzaouerezh, hag abalamour da se ez eo diaes da implijout e diavaez ar broioù diorroet a c'hell paeañ anezhe. Er broioù o tiorren, ouzhpenn 95 % eus an dud klañv n'o deus tamm louzaouerezh efedus ebet hiziv an deiz. Abalamour da se eo en deus graet anONU eus ar stourm a-enep SIDA, dre e brogrammONUSIDA, unan eus e balioù pennañ.
↑(fr)Virologie - Rétrovirus humains, Jean-Marie Huraux, Henri Agut, Anne-Marie Fillet, Vincent Calvez, Vincent Thibault, Agnès Gautheret-Dejean, Anne-Geneviève Marcelin, Claire Deback, p 114.