Krogit e-barzh ! Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ.
Brasañ bro ar bed eoRusia (peRusi[1]), ent-ofisielKevread Rusia peKevread Rusian (Российская Федерация,Rossiyskaya Federatsiya, distagadur: [rɐˈsʲijskəjə fʲɪdʲɪˈratsɨjə]).Moskov eo he c'hêr-benn ha 146,5 milion a dud e oa o chom er vro e 2014.
Kregiñ a ra istor Rusia e862 pa eo savetPriñselezh Kiev gant arVikinged war tiriad a vremañ Bro-Ukraina, Bro-Velarus hag ul lodenn eus Rusia ar c'hôrnog. Andreiñ a raVladimir 1añ ouzh argristeniezh reizhkredenn e988. Disrannañ a ra priñselezh Kiev tamm ha tamm abalamour da argadennoù pobloù kantreat ar stepennoù ha da gudennoù urvadur etre diskennidi Vladimir. Ur pempzek priñselezh bennak a zo savet, en o zouezhini Moskou e1276. Aloubet int gant ar C'hKhanBatou, mab bihanGengis Khan. Adunvanet int a-nebeudoù etre an XIIIvet hag an XVIvet kantved.
Kregiñ a ra tiernac'h ar Romanov e 1613. En em astenn a ra Rusia d'ar reter. Tizhet eo ar Meurvor Habask e 1640. Ergerzhet eo broStrizh-mor Bering hagAlaska er bloavezhioù 1740.
Ur Republik kevreadel eo Bro-Rusia. Setu penaos eo aozet :
Prezidant ar Stad : dilennet gant ar bobl evit 6 bloavezh, 2 wezh d’ar muiañ (Vladimir Poutin abaoe 2012, c'hoazh e oa bet etre1999 ha 2008). Ret eo kaout tri c'hard eus mouezhioù an Douma evit digargañ anezhañ.
Pep elfenn gevreadel (pesujed kevreadel) a zo bodet e-barzh seizhdistrig kevreadel. An distrigoù-se n'eus ket anezho rannoù broadel met rannoù melestradurel hepken.
Bro vrasañ ar bed eo Rusia, dirakKanada. En em ledanañ a ra eus reterEuropa betek norzhAzia. Derc'hañ a ra a-getep 25,3 % ha 74,7 % eus he ziriad. Dispati eo eusNorzhamerika gantstrizh-mor Bering.
Dindan unhin kevandirel emañ lodenn vrasañ an tiriad. Plaenennoù ec'hon eo dreist-holl,stepennoù er su, koadeier er norzh hag antoundra a-hed aodoù ar Meurvor Arktel. Aradennadoù menezioù zo ivez : anOural, arC'hoakaz, anAltay, arSayan eo ar re bennañ. Menezioù-tan zo eLedenez Kamtchatka, war aodoù ar Meurvor Habask.
AnDon, arVolga (stêr brasañ Europa, 3350 km, 1,4 milion a km²) ha stêrioù bras Siberia : anOb (5 410 km, 2,99 milion a km²), anYenisey (5 940 km, 2,58 milion a km²), alLena (4 337 km, 2,49 milion a km²), anAmour (4 440 km, 1,85 milion a km²) hag ar c'hKolyma eo ar stêrioù brasañ.
Unekonomiezh varc'had eo deuet da vezañ goude bezañ diskaret ar renad soviedel. Mengleuzioù pinvidik-tre a zo, met start e vez tennañ gounit anezho abalamour d’an hin.
Hervez mellad 68 arvonreizh eo arrusianeg yezh ofisiel Kevread Rusia. Kalz yezh a zo ur statud ofisiel ganto avat. Gallout a ra pep Republik kaout he yezh pe yezhoù ofisiel.
Div yezh a vez komzet alies gant an dud n'int ket eus ar genel rusian (da skouer rusianeg ha tatareg, oudmourteg, yakouteg pe armenieg).
Etre 2003 ha 2008 e oa 96% ar feur skoliata kriz evit paotred ha merc'hed, ha 91% ar feur rik. En eil derez e oa 85% eus ar baotred ha 83% eus ar merc'hed ar feur skoliata. 21% eus ar vugale skoliataet a c'halle mont war ar Genrouedad er skol e 2007. Mammenn :Unicef (Deskadurezh;Meneger Diazez)
Digoust eo ar skol hag ar skol-veur, skrivet eo ar gwir-mañ ar Vonreizh zoken. Dibabet e vez ar studierien er skolioù-meur dre kenstrivadegoù avat. Skolioù prevez a c'hall koust kalz ivez. Gant Rusia emañ ar feur tud diplomet en Deskadurezh Uhel an hini uhelañ er bed : 54%. Dre e vez lakaet gant an Deskadurezh ar pouez war ar skiant hag an teknologiezh eo Rusia barrek war ar vezegiezh, ar matematikoù, ar skiantoù hag an imbourc'h aeregor.
Skol-Veur Stad Moskou ha Skol-Veur Stad Sant-Petersbourc'h eo ar skolioù-meur koshañ er vro. Skolioù-meur kevreadel all a zo avat.
1. EnEuropa evit un darn. 2. EnAzia e-keñverdouaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eusEuropa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. EnAfrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù enOkeania. 5. EnOkeania evit un darn.