ArRuhr (distaget: /ru:r/), pe resisoc'htakad ar Ruhr, pe c'hoazhrannvro ar Ruhr (alamaneg:Ruhrgebiet — pe, er prezeg pemdez:Ruhrpott,Kohlenpott,Pott peRevier) a zo un takad poblet stank eNordrhein-Westfalen e kornaouegAlamagn. Diwar anv ur stêr, arRuhr, un adstêr d’arRoen, eo bet anvet. Gant 4 435 km² ha 5.2 milion a dud (2009) ez eo an takad kêr brasañ en Alamagn. Kêrioù bras, kreñv anindustriezh (greanterezh) enno gwechall, bevennet gant ar stêr-Ruhr er su, ar Roen er c'hornaoueg, hag alLippe en norzh, a ya d'ober an takad-se.
Daoust ma'z eo aet ar greanterezh a c'hiz kozh war an diskar e chom ar Ruhr “kreizig-kreiz” armerzh Alamagn, p’en deus gallet emdreiñ ha mirout e nerzh mont war-raok.