Henroma a vez graet eus ar marevezh istorel ma tiorroas arsevenadurezh roman, enHenamzerEuropa, adalek he geneliezh, savidigezh, betek he diskar. Komzet e vez ivez eus anHenamzer roman pe eusRoma an Henamzer. Kroget dre genstrollañ un nebeud kêriadennoù en urbastell-vro vihan e-kreizItalia eo deuet a-benn tamm-ha-tamm ar vourc'hig uvel da vezañ mestr war arbed kreizdouarel penn-da-benn e deroù armarevezh kristen betek dibenn an Henamzer dre sevel un impalaeriezh galloudus-kenañ a renas war an darn-vrasañ eusEuropa[1] ar C'hornôg ha lodennoù eusAfrika ha kornôgAzia etre50 ha476.Henroma a vez implijet evit daveiñ d'an impalaeriezh a oa KêrRoma hec'hêr-benn eta.
Dindan levezon arsevenadur henc'hresian en deus lakaet Roma mennozhioù ha teknikoù d'o barr ken e lavarer eus ar sevenadur gresian-ha-roman eo bet mammenn bennañ diorroadur speredelEuropa eus arGrennamzer betek hiziv. Betek kreiz anXXvet kantved eo bet ar studioù gresian-ha-roman diazez deskadurezh ar vegenn en Europa.
Ne vo kavet amañ nemet un diverrañ eus istor Roma. Displeget eo dre ar munud e pennadoù all klokoc'h. Evit lenn muioc'h, implijit al liammoù hag ar rummadoù.
Da-heul Romulus hag e warlerc'hidi vojennel eo ar rouanedetrusk en em stailh er vro. Ganto eo e vo treuzfurmet Roma en ur gwir gêr e-tro-600. Lakaat a rejont sevel ur ramparzh-tro (moger Servius), kempenn arforom ha sevel a rejont santual arc'hapitol.
Moarvat eo e-pad mare ar rouantelezh ma voe frammet arrelijion roman enni ur meskaj hendresoùindezeuropek ha levezonioùgresian hagetrusk. Romaned an Henamzer a lakae berzh o brezeliadegoù war gont undeoliezh pizh e-keñver o doueed.
Tarkwin ar Balc'h(Tarquinius Superbus) a vez graet eus diwezhañ roue Roma. Tirantus, rog, e voe argaset kuit gant ar Romaned e-509; da-heul e voe krouet arRepublik roman gouarnet gant arSened hag arVagistrated dilennet gant pobl Roma (d'ar mare-hont e oa an termenpopulus evit ar bobl armet, da lavaret eo keodedourien Roma (ken ar vrientinien hag ar werin)). E penn-kentañ ar Republik roman e veze tabutoù bras etre arBatrisianed(brientinien) hag arPlebs(gwerin). A-benn ar fin e voe savet ensavadurioù a gempoueze galloud ar Batrianed hag a reizhe hini argoñsuled e-367.
Kregiñ a reas emled Roma dre aloubidigezh Italia Greiz ha preizhadenn kêrVeii e-396. Goude gwastRoma e-390 e krogas ur marevezh hir ma ne voe ket preizhet Roma biken ken gant hec'h enebourien hag a badas betek410 ha drailh Roma gantAlarik.
Tamm-ha-tamm en em gann Roma gant hec'h enebourien hag e vrasa he ziriad a-nebeudoù. E-300 eo deroet an ingalder politikel daBlebeiz. E-272 eo mestr Roma warItalia a-bezh.
Efedusoc'h-efedusañ anezho, e krog allejionoù roman da emellout e aferioùGres,rouantelezh Makedonia hagAzia Vihan. E-pad anEil kantved kt JK eo sujet Gres gant Roma. Degas a raio ul levezon sevenadurel bras-meurbed dezhi. Pinvidik-mor eo begenn ar Romaned diwar o freizhadennoù brezel. E-keit-se e kresk en enkadenn sokial enItalia. Diazezet e oa berzh ar Republik war ur c'hempouez etre an elfennoù anezhi. Dont a raio he diskar da-heul un emled bet trumm betek re. Soñjet e oa bet an ensavadurioù anezhi evit urgeoded. Divarrek int da verañ un impalaeriezh. Adal-133 eo stegnetoc'h an traoù (s.o. ar reGracchus), tud c'hoantek a stourm evit tapout ar galloud :Marius a-enep daSulla,Cinna,Pompeius a-enep daJul Kaezar,Octavius a-enep daMark Anton.
Kregiñ a ra animpalaeriezh roman goude ganedigezhJul Kaezar ha donedigezh OctaviusAugustus d'ar galloud. E-ser damantiñ d'anurzh senedel, e kreñvaAogust e c'halloud personel. Gras da labour al lejionoù e teu a-benn da vrasaat ar bed roman a-galz. Aozañ a ra an impalaeriezh drebroviñsoù meret a-drugarez daurzh ar varc'heien.
Barr an impalaeriezh a vo tizhet gant e warlec'hidi, impalaerien tiernelezhioùJulio-Klaoda, arFlavianed hag anAntonined. EnEil kantved, emañ gorread an impalaeriezh en he brasañ. Gant ouzhpenn ur milion a annezidi ez eo Roma kêr vrasañ ar bed kreizdouarel gant urframm dibar.
Tamm-ha-tamm e vo doujet d'ar gristeniezh gant an impalaeriezh roman ha, goude-se e vo degemeret ganti e-doug arIVe kantved. Dindan un nebeud remziadoù tud en em framm ar gristeniezh gant harp an impalaeriezh. Un termen a vo lakaet d'ar c'hendoujañs relijiel gantTeodosius Iañ haGratian a lakaio dre heg ar relijion gristen da relijion nemeti.
Goude bezañ bet adunanet evit ar wech ziwezhañ e394 gantTeodosius Iañ, eo daouhanteret an impalaeriezh adarre :
Dindan daou rummad tud eo beuzetImpalaeriezh roman ar C'hornôg dindan lanv ar pobloù german. Lakaet e vo un termen dezhi e476, un deiziad hag a zo bet dalc'het gant an istorourien evit lakaat termen d'anHenamzer.
Andon anarz roman zo da glask eus tu ar sevenadur italek met ne grogas da vleuniañ da vat nemet goude bezañ kejet gant anarz gresian a vo drevezet gantañ e-pad pell.
Ur gwir dispac'h a voe degaset gant ar Romaned war tachenn al levr. Ganto e voe roet d'a llevrioù o stumm modern anavezet ganeomp dre vrudañ implij arc'hodex, anezhañ ul strobad folennoù keinet, aesoc'h da implij ha da lenn eget ar follennoù roll boaziet da neuze.
Sellet ouzh ar pennad diwar-benn allennegezh latin, hag ar rummad:Lennegezh c'hresian ar marevezh roman.